Re nebeut a gampoù ’pad an hañv : Setu an abegoù!

Kazi an holl gampoù vakañsoù a oa bet aozet gant izili an UBAPAR evit an hañv-mañ a zo bet nullet. Chalet eo an aozerien gant kement-mañ ha c’hoant o deus da zisplegañ deoc’h perak eo bet kemeret an divizoù-se.

Rouedad an UBAPAR

An UBAPAR a zo ur rouedad kevredigezhioù a ra gant an deskadurezh pobl war ar maez (frammoù o labourat war dachenn ar sokial, ar sevenadur, an endro, ar sport).

Ar bodad Dudi Brezhonek Gallaouek a stroll 15 aozer kampoù. Labourat a reont asambles ar bloavezh pad evit sevel ur c’hinnig kampoù liesseurt war Breizh a-bezh, evit a bep seurt oadoù, en argoad hag en arvor... Tro 50 kamp a vez aozet bep bloaz hag 800 bugel a vez degemeret enno

Levrig ebet er seier-skol ar bloaz-mañ

Ar bodad Dudi Brezhonek Gallaouek a stroll 15 aozer kampoù. Labourat a reont asambles ar bloavezh pad evit sevel ur c’hinnig kampoù liesseurt war Breizh a-bezh, evit a bep seurt oadoù, en argoad hag en arvor... Tro 50 kamp a vez aozet bep bloaz hag 800 bugel a vez degemeret enno.

Bep bloaz e vez embannet gant an UBAPAR ul levrig gant roll ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallaoueg evit ar vugale deus ar CP d’al Lise en hentennoù brezhoneg ha/pe gallaoueg e pep lec’h e Breizh. Ar bloaz-mañ e oa moullet al levrigoù ha prest da vezañ skignet d’an 13 a viz Meurzh, da lâret eo an devezh hon eus gouezet e vefe serret tout ar skolioù ha just a-raok ar c’henfinañ.

Reolennoù start da lakaat e pleustr er c’hampoù vakañsoù

- Goulennet vez degemer nebeutoc’h a vugale : ha penaos choaz ar re a vo degemeret hag ar re ne vint ket ?
- Lakaat hed etre ar vugale : start eo rediañ ar vugale da chom pell an eil re eus ar re all ha ne glot ket gant pezh a reomp boaz (keginañ, c’hoari...) ha spered a-stroll ar c’hampoù.
- Naetaat div wech bemdeiz al lec’h, heñtañ ar vugale en ur lakaat biroù war al leur ha war ar mogerioù, servij ar predoù prest ha tout, buhezourin ha buhezourezed gwisket gant maskloù... Kement-se a laka ac’hanomp da brederiañ war peseurt talvoudegezhioù hon eus c’hoant da dreuzkas hag a c’hellimp ober, pe get.

11 kamp dalc’het diwar ar 47 kamp aozet

Disheñvel eo an holl aozerien. Un nebeud re a zo deuet a-benn da zerc’hel o c’hampoù peogwir o deus un aozadur hag ul lec’h hag a c’hell klotañ gant ar reolennoù yec’hedoniezh nevez evit mont a-enep d’ar c’horonavirus. Ur gwir stourm eo derc’hel kampoù evit gellet kinnig vakañsoù d’ar vugale. Spi o deus koulskoude e vefe skañvaet ar reolennoù-se.

Rummad "Kampoù evit deskiñ"

Savet ez eus bet ur rummad kampoù nevez gant ar Stad, anvet "kampoù evit deskiñ"/"Colos apprenantes". Ar memes reolennoù yec’hedoniezh a zo da vezañ lakaet e pleustr. N’hon eus ket c’hoant bezañ e-barzh ar jeu-mañ evit ar memes abegoù hag ar re displeget a-us.

Abaoe ouzhpenn 30 vloaz e tegemeromp bugale er c’hampoù evit reiñ tro dezho da vleuniañ, da gaout o flas ha da greskiñ seder er bed-mañ a-drugarez an deskadurezh pobl. Klokaat a ra an deskadurezh pobl, an deskadurezh a vez kaset er skolioù hag er familhoù. Ezhomm o deus ar vugale eus an deskadurezh-mañ.

C’hoant hon dije bet gellout derc’hel ar c’hampoù hon doa aozet.

Spi hon eus e komprenoc’h hon dibaboù hag e chomimp e darempred ganeoc’h. Spi hon eus ivez adkavout ac’hanoc’h ar bloaz o tont !

Bevet ar c’hampoù vakañsoù !