D’an 12 a viz Kerzu eo en em gavet ar Bodad Dudi Brezhoneg-Gallaoueg e Kreizenn Dudi Gwengamp.
E-pad an devezh o deus bet tro da labourat war deiziataer ar c’hampoù 2024, war ar strategiezh kehentiñ a vo lakaet e plas ar bloaz-mañ (rouedadoù sokial, liamm gant ar skolajoù hag ar skolioù, radio...), met ivez war an doareoù da ziorren ar stummadurioù DABU ha DARE, hep disoñjal labourat war Gouel 40 vloaz an UBAPAR a-benn kinnig ur stand.
Un devezh evit kejañ, eskemm ha prientiñ ur bloavezh 2024 a-feson !