Ul lec’hienn nevez gouestlet d’an dudi e brezhoneg ha gallaoueg : vakansou.ubapar.bzh !

Gallout a rit mont da welet ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallaoueg hag a vo kinniget d’ho pugale en hañv-mañ.

Temoù disheñvel a zo : oberiantizoù war vord ar mor, kaiak, surf, dizoloiñ kêr, c’hoarioù ha pourmenadennoù er c’hoadeier, c’hoarioù bras... Peadra da sevel ur spered buhez a-stroll e brezhoneg pe e gallaoueg ha reiñ plijadur d’ho pugale ha d’ho krennarded. Un digarez e vo ivez evit doujañ ouzh o lusk hag o c’hoantoù ha bevañ traoù nevez.

An aozerien a zo prest da zegemer hoc’h enskrivadennoù dre bostel pe dre bellgomz. Kavout a reoc’h war al lec’hienn darempredoù an aozerien hag an doare d’ober evit enskrivañ ho pugale.

Dav e vo deomp teurel pled ouzh reolennoù yec’hed evit mirout ouzh ar c’hleñved-red hag ober gant ar protokoloù a vo roet deomp en a-raok.
« Tres da gamp gwellañ ! »

En ur c’hortoz an hañv hag ar c’hampoù vakañsoù e kinnigomp d’o bugale tresañ o c’hamp vakañsoù gwellañ ! Kasit an dresadenn d’an UBAPAR • BP 10 414 • 29 404 Landivizio cedex pe dre bostel da dudi-laizi@ubapar.bzh. Lakaet e vo anezhi war al lec’hienn internet nevez.