An hañv-mañ e vo kinniget 29 c’hamp-vakañsiñ e Brezhoneg, leun eo dija ur bern anezho ! Poent bras eo deoc’h enskrivañ ho pugale !
Setu listenn ar c’hampoù e lec’h ma chom plas, peadra da gaout plijadur e-leizh !
Adalek ar 5 betek an 11 a viz Gouere :
- KEAV evit ar vugale hag ar grennarded : 6 - 17 vloaz
Adalek ar 5 betek an 10 a viz Gouere :
- Bleizi e menez Are : 6 - 12 vloaz
Adalek an 12 betek an 18 a viz Gouere :
- KEAV evit ar vugale hag ar grennarded : 6 - 17 bloaz
Adalek an 12 betek ar 17 a viz Gouere :
- Marmouzien koad ar Markiz : 8 - 12 vloaz (Chom a ra ur plas !)
- Poderezh e-leizh ! : 8 - 12 vloaz
Adalek ar 14 betek an 18 a viz Gouere :
- Al Leger, luskellerezh huñvreoù : 6 - 11 bloaz (chom a ra ur plas !)
Adalek an 19 betek ar 24 a viz Gouere :
- Arzourien en Natur : 8 - 12 vloaz
- Bleizi e menez Are : 6 - 12 vloaz
Adalek an 26 betek an 31 a viz Gouere :
- Avantur er c’hoadoù : 8 - 12 vloaz
Adalek ar 16 betek an 18 a viz Eost :
- Morlaeron e Rostivieg : 6 - 8 bloaz (Chom a ra tri flas !)
Muioc’h a ditourioù war al lec’hienn vakañsoù-otieus.bzh







