DABU-DARE

Un ugent staj bennak a vez aozet bep bloaz gant an UBAPAR, e Breizh a-bezh. E galleg pe e brezhoneg e vez kaset ar prantadoù-se. En linenn emañ program ar stajoù, er rubrikenn Stummadurioù DABU-DARE.

DABU-DARE

Stummadurioù an UBAPAR

A-hed ar bloaz e vez kinniget stummadurioù gant an UBAPAR d'an dud a-vicher ha d'an dud a youl-vat. Plediñ a ra ar stummadurioù-se gant an deskadurezh d'an endro, ar buheziñ, an urzhiataerezh... Disoc'h ur c'henlabour don etre an UBAPAR ha kevredigezhioù eus hor rouedad e vezont peurliesañ.

Stummadurioù an UBAPAR

Hor bodadoù

Endro, DABU-DARE, Dudi brezhoneg-gallaoueg, urzhiataerezh ha meiziantoù dieub, renerien ha renerezed, kreizennoù klasoù natur. Bodet e vez an dud meur a wech bep bloaz hag aliesoc'h c'hoazh dre vizio.

 Hor bodadoù

Kizidikaat ar vugaligoù d’an natur

Skoazellet e vez raktresoù, kinniget e vez stummadurioù ha buhezet e vez ur strollad-labour diwar-benn an natur hag ar vugaligoù ganeomp.

 Kizidikaat ar vugaligoù d'an natur

Kizidikaat d’an oustilhoù niverel frank evit labourat a-stroll

Fellout a ra d'ar bodad Urzhiataerezh ha Meziantoù Dieub prederiañ war an implij a reomp eus an niverel, e liamm gant an talvoudoù a zifennomp.

 Kizidikaat d'an oustilhoù niverel frank evit labourat a-stroll

Ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg

Un 30 kamp vakañs bennak a vez aozet bep bloaz gant kevredigezhioù eus ar rouedad UBAPAR. 800 bugel a vez degemeret ganto e kampoù sport, natur, mor, arzoù, avañtur, bale-bro. Kit e darempred ganto evit prientiñ vakañsoù ho pugale. Muioc'h a ditouroù war hol lec'hienn www.vakansou-otieus.bzh

 Ar c'hampoù vakañsoù e brezhoneg

UBAPAR

Buhez ar rouedad

Stummadurioù

Keleier