Kampoù vakañsoù

Ar c’hampoù vakañsoù, mat eo evit kreskiñ !

AN HOLL GAMPOU BREZHONEG HA GALLAOUEG
(Rouedad UBAPAR ha maez rouedad UBAPAR)

Ar skol, ar familh hag an dudi zo anezho tri lec’h, tri oberour disheñvel hag a gemer perzh en desevel bugale. Prantadoù fonnus ha ret-holl e vez ar vakansoù evit sikour ar vugale da greskiñ. Plijadur, spered dizoleiñ ha liammoù sokial a vez degaset ganto.
Bevañ gant mignoned, c’hoari, keginañ, en em zispakañ, kanañ a-bouez-penn, eskemmañ, kousket e-barzh un deltenn... sede ar pezh a fell deomp reiñ da vevañ d’ar vugale ha d’ar re yaouank. Ha kement tra zo e brezhoneg, e gallaoueg hag e galleg !

Ur 150 kamp vakañs bennak a vez aozet bep bloaz gant kevredigezhioù eus ar rouedad UBAPAR. 2000 bugel a vez degemeret ganto e kampoù sport, natur, mor, arzoù, avañtur, bale-bro. Kit e darempred ganto evit prientiñ vakañsoù ho pugale :

AN OALED (29)
LES ASSEMBIES GALLESES (22)
CPIE FORET DE BROCELIANDE (56)
ECOLE NICOLAS HULOT (56)
EPAL (29)
LA FEDE (35-44-56)
LA FERME A TREMARGAT (22)
LE BOIS DU BARDE (22)
LE PETIT CAILLOU (29)
STUDI HA DUDI (22)
TI AR C’HOADOU (22)
TI MENEZ ARE (29)
ULAMIR CPIE PAYS DE MORLAIX TREGOR (29)