Stummadurioù DABU-DARE

 

An Ubapar a zo ur rouedad kevredigezhioù a aoz stummadurioù BAFA ha BAFD - hag en o zouezh stummadurioù e brezhoneg anvet an DABU hag an DARE – e Breizh a-bezh

Kaset e vez ar stummadurioù gant ar skipailhoù buhezourien ha buhezourezed a-vicher hag a vez o labourat er c’hevredigezhioù ezel. Ar re-mañ a zo engouestlet er buheziñ hag e diorren an tiriadoù war ar maez e Breizh, an deskadurezh d’an endro, ar sevenadur hag an dudi evit an holl.

Pedagogiezh ar stajoù a zo diazezet war ostilhoù kemer perzh ha gant an embriziañ. Oberour e stummadur e vez ar stajiad pe ar stajiadez.

Kinnig a reomp stajoù e galleg ha stajoù e brezhoneg.

An holl stajoù a vez aozet ganeomp a vez gant bod ha boued da lâret eo e vez diabarzhidi ar stajidi



 



 Mont d’ar furmskrid enskrivañ enlinenn


Titouroù

ubapar@ubapar.bzh
06 31 61 51 87
Plasoù a chom evit hollad ar stajoù, war-bouez ar re a ziskouez "leun".

En em enskrivañ war lec’hienn Yaouankiz ha Sportoù
A-raok kregiñ ho stummadur DABU pe DARE eo ret deoc’h lakaat ho anv e servij ar Yaouankiz hag ar sportoù war o lec’hienn internet. Trugarez da gas ho niverenn enskrivañ resevet ganto d’ar mare-se da sekretourva an UBAPAR, a-raok deroù ar staj diazez. Diwallit da virout mat ho lugan hag ho ker-tremen.

KELEIER