Setu kampoù brezhonek 2024 !

Laouen bras eo an UBAPAR ha bodad an dudi Brezhoneg-Gallaoueg da ginnig deoc’h roll kampoù brezhoneg 2024 !

Dindan deltenn pe dindan doenn, war velo, a-dreuz an hentoù, e-kreiz ar c’hoadoù pe war vord ar mor, e c’hello ar vugale hag ar grennarded roeñvañ war gaiak, surfiñ, mont war varc’h, dont da vezañ gwir avañturourien, bageal, c’hoari cow-boys en ti-feurm pe krapat er gwez... Pep tra e brezhoneg pe e gallaoueg evel-just !

32 gamp a zo kinniget ar bloaz-mañ, peadra da vevañ vakañsoù dreist-oridinal !

Enskrivit ar vugale hag ar grenarded ha krennardezed war hol lec’hienn vakansou-otieus.bzh