Lizher an UBAPAR

Teir gwech ar bloaz e vez embannet Lizher an UBAPAR. Kaset e vez d’ar c’hevredigezhioù ezel eus an UBAPAR ha da gopridi ar rouedad, ha lakaet e vez en linenn.

Moaien zo da gevredigezhioù hor rouedad embann pennadoù war o raktresoù war ar stern. Evit embann ur pennad, trugarez deoc’h da gas deomp ho kinnig daou viz a-raok an deiziad embann. Daou doare pennad zo : 850 arouezenn gant an titl hep skeudenn ebet pe 700 arouezenn gant ur skeudenn.

Deiziadoù embann :
20 a viz Genver
20 a viz Mae
20 a viz Gwengolo

Gallout a rit pellgargañ al lizheroù diwezhañ e traoñ ar bajenn-mañ.