Anavezout ar vugale hag ar grennarded e-maez ar skol, krouiñ ur spered strollad etre ar skolidi, lakaat ar vugale da vezañ kurius ha digor o spered, pleustriñ war un danvez en ur mod skiantel (arvestiñ, furchal, dielfennañ), studiañ war an dachenn... Setu ar pezh a vo tu da vevañ e-pad ur prantad dizoleiñ.
Prantadoù espar e vez ar c’hlasoù dizoleiñ evit an holl glasoù. Gwiroc’h eo c’hoazh evit ar c’hlasoù divyezhek. E-pad meur a zevezh e c’hell ar vugale bevañ en un endro brezhonek ha deskiñ geriaoueg arbennik a denn eus an natur, ar mor, an diorren padus ha me oar, gant brezhonegerien sot gant an traoù-se.
Teir c’hreizenn dizoleiñ a c’hell degemer ar c’hlasadoù e brezhoneg penn-da-benn e-pad meur a zevezh. Un toullad mirdioù ha kreizennoù all a c’hell aozañ devezhioù pe gweladennoù e brezhoneg ivez. E 2008 e oa bet embannet al levrig dindan. Un nebeud cheñchamantoù zo bet abaoe. Kit e darempred gant an aozadurioù evit gouzout muioc’h ha sevel ho raktres gante...
Gweladennoù e brezhoneg aozet e 2015 gant :
– Ekomirdi Menez Are
– Abbati Daoulaz
– Lenn Gwerledan
– Kastell Kastell-Briand
– Greoù an Henbont