Petra eo ar BAFD ?

Ar BAFD, Brevet d’Aptitude aux Fonctions d’Animateur (an DARE a vez graet anezhañ e brezhoneg, Diplom Aotren war ar REn), zo un diplom a aotre da labourat evel rener a youl vat (ha n’eo ket ur rener a vicher) gant bugale ha krennarded e kampoù vakañsoù ha kreizennoù dudi.

Pal ar prantadoù dudi-se eo kinnig d’ar re yaouank obererezhioù desevel a bep seurt, azas ouzh o ezhommoù. Raktres desevel an aozer ha resktres pedagogel ar skipailh pedagogel a zo linenn stur ar prantadoù-se.

Dav eo d’an danvez renerien bezañ 21 bloaz da vihanañ deiz kentañ ar frapad BAFD diazez ha bezañ tapet ganto :
 pe ar BAFA
 pe un diplom kevatal (s.o. dekred an 9 a viz C’hwevrer 2007 war an diplomoù war ar buheziñ) ha prouiñ o deus prenet skiant war ar buheziñ kerzh an 2 vloaz a-raok an enskrivadenn (28 devezh buheziñ da-geñver daou zegouezh disheñvel d’an nebeutañ, unan anezho o vezañ dre ret ur greizenn dudi pe ur c’hamp vakañs).

Ar BAFD zo anezhañ, diouzh renk :
 ur frapad diazez (9 devezh),
 ur frapad arnodiñ en ur c’hamp vakañsoù pe ur greizenn dudi (14 devezh d’an nebeutañ),
 ur frapad donaat (6 devezh),
 un eil frapad arnodiñ (14 devezh d’an nebeutañ).
4 bloaz zo, d’ar muiañ, evit kas da benn ar stummadur. Un dreist-aotre a c’hell bezañ goulennet dre skrid digant Yaouankiz ha Sportoù evit kaout un astenn ur bloavezh, gant ma zo abegoù sirius.

1/ Frapad diazez
Padelezh : 9 devezh da heul pe 10 devezh e-korf 3 miz gant un troc’h d’ar muiañ. Ma teu brav gant ar berzhidi pad ar staj e teufont da vezañ renerien stajiad ha droed o do da labourat evel rener kampoù vakañsoù pe kreizennoù dudi pad 4 bloaz, gant ar statud-se
N’hall ket bezañ ouzhpenn 18 miz etre ar frapad diazez hag ar frapad arnodiñ kentañ, nemet ma vefe roet un dreist-aotre gant Yaouankiz ha Sportoù.

2/ Frapad arnodiñ kentañ
Padelezh : 14 devezh d’an nebeutañ er c’hampoù vakañsoù (ur c’hamp pe daou d’ar muiañ), enrollet e servijoù Yaouankiz ha Sportoù, pe 14 devezh labour en ur greizenn dudi disklêriet.

3/ Frapad donaat pe barrekaat
Padelezh : 6 devezh da heul pe 6 devezh e-korf 3 miz gant un troc’h d’ar muiañ.

4/ Eil frapad arnodiñ
Memes kondisionoù evel ar frapad arnodiñ kentañ. Ne vez ket goulennet ur rentañ-kont evit ar staj-se avat.

Goude ar 4 frapad-se e rank an danvez renerien sevel bilañs o stummadur (skrid 10-15 pajennad ennañ o zalvoudegezhioù, ar pezh o deus desket a-hed o stummadur, an diaesterioù hag an diskoulmoù o deus ijinet...). Kas a reont ar bilañs-se da Yaouankiz ha Sportoù a bedo anezho d’en em ginnig dirak ur juri. Ma’z eo brav an emgav e teufont da vezañ renerien titlet e-pad 5 bloaz. Moaien vo dezho da nevesaat o diplom bep 5 bloaz en ur brouiñ e kendalc’hont da labourat evel renerien pe evel stummerien BAFA-BAFD.


Diwall
: Ar pennad L 133-6 embannet e code de l’action sociale et des familles a zisklêr roll an dud n’o deus ket droed da labourat en ur c’hamp vakañs pe ur greizenn dudi. Servijoù ar Stad a gontrol barregezh kement buhezour ha rener enskrivet e skipailh un ACM da labourat gant bugale (roll lez-varn n°2 ha fichennaoueg broadel an dagerien reizhel hag an dud feuls (FIJAIS)).