"Levrig ar C’hoarioù" : c’hoarioù aes da gas !

Savet eo bet levrig ar c’hoarioù e liamm gant stajoù DABU ha DARE an UBAPAR. Al levrig godell-se a zo anezhañ ur memento evit kas c’hoarioù prim-ha-prim ha kanaouennoù e-kerzh kampoù vakañsoù, en ur greizenn dudi pe en ur c’hlas, pep tra e brezhoneg ! Evit he brasañ plijadur hag ho hini ivez. ’N eus ket gwelloc’h evit ur c’hoari pe ur ganaouenn evit reiñ levenez d’ar vugale.
Bec’h d’ar fent, gant brezhoneg lipet!

An tresadennoù a zo bet graet gant Léonard Mordelet ha Lison Jumelais.

👉 Emañ ivez war savenn HelloAsso!

PRIZ : 8 € gant ar frejoù kas

DAREMPRED : Awena Le Baron Courtet
06 71 57 92 75 - dudi-laizi@ubapar.bzh