Ar skoazelloù arc’hant evit an DABU-DARE (BAFA-BAFD)

Bep bloaz e vez embannet gant CRIJ Breizh (Comité Régional de l’Information Jeunesse Bretagne) roll ar skoazelloù arc’hant a c’heller kaout, hervez an departamant m’emaoc’h o chom. http://bit.ly/JOBS_bafa

Skoazelloù servij yezhoù Breizh Kuzul-Rannvro Breizh

Roet e vez ur skoaziad 100€ dre staj gant Servij Yezhoù Breizh ar C’huzul Rannvro d’ar stajidi DABU pe DARE a ra o stummadur e brezhoneg ha d’ar stajidi a gemer perzh er staj DABU donaat pe barrekaat pe DARE donaat e brezhoneg.

Skoazelloù ar c’h/CAF

Ar c’h/CAF (Caisse d’Allocation Familiale) a ginnig ur skoazell 200€ a-benn arc’hantaouiñ an DABU (ne vern gounidoù ar familhoù). A-benn kaout ar skoazell-mañ e rankit bezañ graet ar stummadur klok ha bezañ echuet al lodenn ziwezhañ (ar staj donaat pe barrekaat).

War lec’hienn internet ar c’h/CAF e rankit sevel ar goulenn, 3 miz d’ar muiañ goude ar staj donaat/barrekaat
➜ Mes démarches/Faire une demande de prestation.
Muioc’h a ditouroù amañ.


Skoazelloù ouzhpenn hervez an departamantoù :

Aodoù an Arvor (22)

CAF22 : betek 400€ : kondisionoù ha doareoù amañ

Kuzul-Departamant Aodoù-an-Arvor : betek 1200€, kondisionoù ha doareoù amañ

MSA Armorique : betek 450€, kondisionoù ha doareoù amañ

Penn-ar-Bed (29)

CAF29 : 200€ (stignad broadel) kondisionoù ha doareoù amañ

Kuzul-Departamant Penn-Ar-Bed : betek 200€ evit an DABU ha 300€ evit ar DARE, titouroù amañ

MSA Armorique : Betek 450€, kondisionoù ha doareoù amañ :

Il-ha-Gwilen (35) 

CAF35 : betek 70 % eus priz ar staj : titouroù amañ

MSA Portes de Bretagne : 450€ en tu-hont da 70% eus ar peurrest da baeañ dre staj DABU ha DABU, kondisionoù ha doareoù amañ

Mor-bihan (56)

CAF56 : 286€ , kondisionoù ha doareoù amañ 

Kuzul-Departamant ar Mor-Bihan : 100€, kondisionoù ha doareoù amañ

MSA Portes de Bretagne : 450€ en tu-hont da 70% eus ar peurrest da baeañ dre staj DABU ha DABU, kondisionoù ha doareoù amañ


Ar skoazelloù gant ministrerezh an Deskadurezh-Stad hag ar Yaouankiz

Evit ar re yaouank a ra pe o deus sevenet ur gefridi servij keodedel, e vez kinniget ur skoazell dreistordinal a 100 € gant ar Stad evit tremen an DABU pe an DARE ! Muioc’h a ditouroù amañ

Ministrerezh an Deskadurezh-Stad hag ar Yaouankiz a c’hell reiñ ur skoazell evit an DARE/ BAFD a vo digresket diouzh priz ar stummadur.
Ur skoazell hiniennel eo (diskont a ra ar skoazelloù degemeret, a-hend-all, gant ar stajiad pe stajiadez).
Renerezhioù-rannvro Akademiezh ar Yaouankiz, an Engouestl hag ar Sportoù (Direction Régionale Académique à la Jeunesse, à l’Engagement et aux Sports, DRAJES) eo a lak ar c’hondisionoù.
Goulennit titouroù diganto : https://www.ac-rennes.fr/drajes-bretagne


Ar skoazelloù all a c’heller kaout

Gallout a rit goulenn titouroù digant :
• Ti-kêr ar gumun e-lec’h m’emaoc’h o vevañ
• Ho kumuniezh-kumunioù
• Ar poellgorioù embregerezh (comités d’entreprises)
• An aozerien krezennoù dudi ha/pe kampoù vakañsoù e-lec’h ma voc’h o labourat
• Ma ’z oc’h un den gopret, e c’hell bezañ paeet ar fredoù-stummañ gant OPCO ar stummadur dibaouez (Opérateur de Compétences) evit an DARE