Staj DABU Diazez : deus ar 15 betek an 22 a viz Ebrel - Ti ar C’hoadoù - Chapel-nevez (22)
Er staj-se e vo desket penaos sevel un obererezh, penaos kas ur c’hoari, petra eo al lezenn er c’hampoù, anaoudegezh er vugale, gwirioù al labour... Ar bedagogiezh er stummadur-se a zo diazezet war an eskemm etre ar stummerien.ezed hag ar stajidi. Desket ’vo an traoù dre ar c’hoari, ar pleustr ha gouezidigezhioù ar stajidi. An emrenerezh a zo ivez e-kreiz hon stummadur.
Staj DABU Barrekaat "Evezhier Kouronkañ" : deus an 28 a viz Here betek ar 4 a viz Du - Ti menez Are - Brasparzh (29)
E-kerzh ar staj-mañ e vo eskemmet war pezh a zo bet bevet gant ar stajidi e-pad o stajoù pratik ha donaet e vo goulennoù pep hini. Labouret e vo ivez war kinnig abadennoù en dour d’ur strollad bugale, pleustriñ er poull-neuial, deskiñ ar reolennoù surentez hag an teknikoù evit saveteiñ an dud. Ret eo kaout ar PSC1 hag un testeni neuial 100 metrad (splujañ evit kregiñ) roet gant ur mestr nevier-savetaer.
Staj DARE Diazez : deus ar 17 betek an 25 a viz C’hwevrer - La convergeance des Loutres - Logivi-Plougraz (22)
Er staj DARE Diazez e vo desket d’ar stajidi penaos merañ ha aozañ un ACM : ar lezennadur, ar gonterez, ar velestradurezh... ; penaos merañ ur skipailh ha stummañ ar stajidi DABU, deskiñ kargoù resis ur rener.ez, ar c’hargoù kehentiñ....