

Mont-en-dro : Pep hini a zo libr da gemer perzh, da reiñ e ali ha da dabutal gant tud all. Bezit degemeret mat ma n’emaoc’h ket en ho pleud er gevredigezh evel m’emañ pe m’ho peus c’hoant cheñch ar bed !
Evit ober petra? Sikour sevel un emsav keodedek gant re yaouank youllek o kas war-raok raktresoù evit stourm ouzh ar baourentez pe ar gwallziforc’h etre an dud.
Penaos dont a-benn da vont war-raok gant an traoù el lec’h m’emaomp o chom ?
Penaos pouezhañ war an dud a c’halloud evit ma z’afent war un hent reishoc’h o toujañ da wirioù pep hini ha dreist-holl re ar re yaouank ?
Skouerioù e Poitou-Charente :
https://www.youtube.com/watch?v=rQ_bqnKUUvE
https://www.youtube.com/watch?v=Yoa2MByvYDU
Levr bet savet e-pad PLJ Centre-Val de Loire, e miz Genver 2016
M’emaoc’h dedennet evit kemer perzh ennañ, kit e darempred gant Riwanon en UBAPAR : riwanon.anhabask@ubapar.bzh, 07 82 63 86 93