Laouen-tre omp o kelaouiñ ac’hanoc’h e vo lidet Gouel 40 vloaz an UBAPAR d’an 20 a viz Ebrel 2024 e sal ar gouelioù e Rostrenn !
Fellout a ra d’an UBAPAR, Unvaniezh Breizh evit Buheziñ ar Broioù war ar Maez, dioren ar buheziñ war ar maez, e Breizh.
E penn ur rouedad deskadurezh pobl hag a stroll 40 kevredigezh emañ. Labourat a reomp war an temoù-mañ dreist-holl : deskadurezh d’an endro, dudi brezhoneg-gallaoueg, niverel etik, bugale ha yaouankizoù. Aozañ a reomp stajoù DABU-DARE, stummadurioù micherel, kenurzhiañ ar c’hampoù e brezhoneg hag e gallaoueg, ha diorren ur bern raktresoù all.
40 vloaz eo ar rouedad ar bloaz-mañ !
Aozet e vo gouel 40 vloaz an UBAPAR d’ar sadorn 20 a viz Ebrel 2024 e sal ar gouelioù Rostrenn, un darvoud gant prantadoù preder, dizoloadennoù, kejadennoù, sonerezh, prantadoù-buheziñ…
Taolit ur sell ouzh roll an devezh amañ
War roll an devezh : un abardaevezh digoust ha digor d’an holl (adalek 2e00). Ar c’hevredigezhioù ezel a ginnigo deoc’h prantadoù-buheziñ e-leizh, evel un atalier inkr diwar ar plant, c’hoarioù ramzel, un tañva d’ar gallaoueg evit ar familhoù… Er memes koulz e vo kinniget ul leurenn zigor, standoù kevelerien ha « Dorioù digor » an UBAPAR.
Klozet e vo an abardaevezh gant un abadenn sonerezh c’hlas evit an holl, digoust ivez, da 5 eur, « Normalement ça marche » gant Jean-Yves Bardoul.
Adalek 8 eur noz e krogo ar fest-noz gant ar strolladoù Segal, Planchée, Quéré/Le Menn, Llym, Jaffré/Guegan ha Breudeur ar Braz. Peadra da lakaat an treid da strakal war ar plañchod !
Sed aze an abadennoù radio bet savet gant Radio Kreiz Breizh war istor an UBAPAR, ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallaoueg, ha war an niverenn etik, da selaou e podkast amañ. Lod all ’zo da zont a-benn nebeut !
Ha war RCF omp bet aterset gant Manion Deniau ivez :
https://www.rcf.fr/culture/buhez?episode=471097