Brezhoneg en natur gant bugaligoù

Un devezh stummadur hag eskemm a zo bet kinniget ar sizhun paseet gant an Ubapar e Kastellin, d’ar yaou 4 a viz Gouere. 16 stajiad a zo bet ambrouget gant Alexandre Masson ha Marie Calvez, buhezourien an devezh, o tont eus Merzhin Nature ha Ti ar vro Lesneven. Kemer a reont perzh a-hed ar bloaz er strollad-labour "natur ha bugaligoù" kenurzhiet gant Emilie Bélier en Ubapar.

Un is-strollad a oa bet savet a-benn mont da benn gant ur raktres nevez : sevel un devezh stummañ evit mont war-raok war dachenn ar brezhoneg evit ar re vihanañ, en natur. Ezhommoù zo war an dachenn-se hag ezhomm o deus an dud a-vicher bezañ soubet en un devezh e brezhoneg penn-da-benn evit mont war-raok war o geriaoueg ha gellout treuzkas d’o zro.

Amélie Brard eus Ofis Publik ar Brezhoneg he deus kinniget deomp stad an divyezegezh abred e Breizh.

Ur bern traoù a zo bet graet e-pad an devezh-se : atalieroù evit gouzout petra a c’heller ober gant ar re vihan tout war un dachennig leton pe war vord ur park. Penaos sachañ o evezh ? Petra ober pe chom hep ober hervez oad ar vugale hag o barregezhioù (bugale astennet, war o c’hrabanoù pe a c’hell bezañ war-sav...) ? Penaos lakaat er jeu tout ar skipailh pedagogel ? Savet eo bet roll an abegoù a vir ouzhomp da vont er-maez gant ar re vihanañ ha da c’houde eo bet klasket kavout diskoulmoù. Kemeret o deus perzh ar stajidi en ur bern atalieroù dizoloiñ an natur ha labouret o deus war sevel un abadenn-vuheziñ evit ur strollad bugale.

Eskemmoù frouezhus a zo bet a-hed an devezh. An holl o defe c’hoant da genderc’hel war an hent-se bremañ evit lakaat e pleustr ar pezh a zo bet desket ganto !

Ezhomm a vo kenderc’hel gant prantadoù-stummañ hag eskemm e brezhoneg penn-da-benn !