40 vloaz an UBAPAR : Galv d’an dud a youl vat

Kemeret ho peus perzh en ur staj aozet gant an Ubapar deiz pe zeiz, e galleg, e brezhoneg : ur c’hamp vakañsoù, ur staj DABU pe DARE, ur stummadur micherel, ur raktres bennak pe traoù all c’hoazh ?!

Ha plijet e vefec’h o kemer perzh e gouel deiz-ha-bloaz 40 vloaz an UBAPAR ?
Ya ? Emgav neuze e Rostrenn d’ar sadorn 20 a viz Ebrel 2024 !

Emaomp o klask tud prest da zont da sikour e-pad an devezh hag an nozvezh.
C’hwi ? Setu amañ ur c’houlennaoueg da leuniañ a-benn an 10 a viz Ebrel, d’an diwezhatañ. Dont a raimp e darempred ganeoc’h evit kadarnaat ha resisaat peptra.