Ar Redadeg evit ar brezhoneg a zo tremenet ar sizhun paseet eus Kornog Breizh betek ar Reter hag ar c’hontrol adarre. Loc’het e oa e Plogoñ ha degouezhet disadorn e Montroulez evit ur gouel bras aozet a-feson a-drugarez d’ar gevredigezh KLT. Rederien ha rederezed o deus redet a-bep-eil, disehan, evit kas ar vazh-test, arouez treuzkas ar yezh.
Skipailh an Ubapar en deus redet ivez, e-giz bep daou vloaz. E Larruen e oamp e Kreiz Breizh, niverenn 1566 !
Da vare an degouezh hon doa ur stand evit kelaouiñ an dud war ar pezh a vez kinniget ganeomp a-hed ar bloaz. Kendalc’het hon eus da glask war renerien ha renerezed kampoù vakañsoù evit kampoù an hañv. KLASKET : Renerezed ha renerien gant un diplom evit ambroug kampoù vakañsoù e brezhoneg !
# Evit ma vo dalc’het an holl gampoù aozet e brezhoneg !