Emvod-meur an UBAPAR en deus bodet un tregont den bennak e kreizenn kevredigezhel Allaer, nepell eus Redon. Dreist e oa an amzer ha gant se hon eus dibabet derc’hel hon emvod-meur en diavaez.
An aotrou Mary, maer ha prezidant ar gumuniezh kumunioù a zo deuet d’hon degemer. Gaby, teñzorour an UBAPAR ha merour e kevredigezh La fédé en deus kinniget deomp ar gevredigezh, Alexia ar greizenn sokial.
En em lec’hiet eo ar berzhidi war ur gartenn eus Breizh ijinet ha diouzhtu hon eus gwelet piv a oa o tont eus pell, ar re galonekañ (Kraozon, Douarnenez, Brets, Dinan, landivizio…).
Michel Ruaud en deus embannet deomp danevell-buhez an Ubapar hag a c’hellit lenn e galleg amañ, ma fell deoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn ar bloavezh 2021.
Prientet e oa bet ur rally gant ar skipailh rannvroel evit komz eus oberiantizoù an Ubapar. Strolladoù 3 pe 4 den a zo bet o vont ha dont etre ur c’hoad bihan ha jardinoù rannet ar greizenn sokial evit respont d’un tregont goulenn bennak. Klokaet eo bet ar respontoù e fin an abadenn evit lakaat da gompren an oberiantizoù kaset. Kavit amañ hon danevell oberiantizoù ha roll goulennoù ar rally, e galleg.
Goude ez eo bet kinniget gant Gaby an danevell-arc’hant. Klokaet e oa gant pierrot, nevez degouezhet er skipailh, da heul Marie-Hélène, merour melestradurel hag arc’hant. Pedagogel-tre e oa an abadenn betek bezañ skiantel zoken. Seierigoù semoulenn a oa da lakaat eus un tu pe unan all eus ar bouezerezh (gounidoù pe kargoù).
Ul lid kimiadiñ a oa bet aozet evit Marie-Hélène, bet o sachañ ar c’harr en Ubapar etre 1988 ha 2010 hag en-dro eus 2014 da 2022… da lâret eo 30 vloaz en holl. Pebezh labour !
Gouestlet e oa an abadaevezh da weladenniñ ispisiri sokial ha kengred Allaer, kinniget deomp gant marie-Christine, merourez e La Fédé. Bet omp, evit klozañ, o pourmen war vord stankoù Coueslé ha graet hon eus « land art ». Liesel, hag a zo oc’h erlec’hiañ Emilie, war ar post kenurzhierez d’an deskadurezh war an endro hag e karg eus ar stummadurioù micherel he deus roet deomp kuzulioù a-benn sevel ur mandala.
Trugarez deoc’h da vezañ kemeret perzh en devezh kaer-se ha gant plijadur d’en em adkavout evit un devezh labour all er rouedad.