Yaouankiz ha dilennadegoù Prezidant.ez ar Republik

Diwar intrudu ar c’hCRAJEP e vo aozet ur gaozeadenn d’ar meurzh 28 a viz Meurzh goude-merenn e Rostrenn. Gant ur servij keodedel emaooc’h ? Deuit ’ta da dabutal ganeomp.

Fellout a ra deomp strollañ tud yaouank ha a zo gant ur servij keodedel en hor rouedadoù deskadurezh pobl. Brav e vefe kaout o sell war ar bed, war mont-en-dro ar gevredigez, un abardevezh. Tud yaouank strolladoù politikel a vo pedet da selaou ar gaoz ha da reiñ mennozhioù o strollad politikel, a-raok dilennadegoù prezidant.ez ar Republik.

Ar c’hCRAJEP* a stroll kengevredigezhioù pe kevredigezhioù hag a labour war dachenn ar yaouankiz e Breizh.
* Poellgor Rannvroel Kevredigezhioù Yaouankiz ha Deskadurezh pobl
Comité Régional des Associations de Jeunesse et d’Education Populaire