Daoust mard eo distabil stad an traoù e kendalc’homp da aozañ ar c’hampoù vakañsoù evit an hañv. Spi hon eus e vo eus outo hag e kavimp diskoulmoù a liammo yec’hedoniezh ha plijadur evit ar vugale.
N’hon eus ket c’hoant e vefe paouezet gant-se rak mareoù dreistordinal a vever er c’hampoù vakañsoù o tizoloiñ lec’hioù nevez, gant mignoned nevez, ur vuhez a-stroll pinvidik ha tout-se o kaozeal brezhoneg ha gallaoueg !
Keloù hon do gant ar gouarnamant e penn-kentañ miz Even evit gouzout hag-eñ hon do gwir da zerc’hel ar c’hampoù ha peseurt protokol yec’hed hon do da heuliañ.
Da c’hortoz ar c’heloù-se e c’heller mont e darempred gant an aozerien kampoù hag enskrivañ ar vugale. Ne vo ket enkefiet ar chekennoù a-raok devezh kentañ ar c’hamp.
Deoc’h da c’houzout ez eus bet nullet un nebeud kampoù dija : ur c’hamp e Bro Euskadi gant krennarded, ar c’hampoù er roulotennoù, ar c’hampoù surf e Kloar Karnoed hag ar c’hamp war velo etre an Uhelgoad, Konk-Kerne ha Rosko. Ha marteze e vo bihanaet an niver a blasoù er c’hampoù all.
An holl ditouroù a zo hizivaet war lec’hienn an UBAPAR [camps-breton-gallo.ubapar.bzh]. Eno e kaver al levrig da lenn ha da bellgargañ hag an doser evit lakaat anv ho pugel pe ho pugale er c’hampoù.
Ne vo ket kaset levrigoù ar c’hampoù vakañsoù e brezhoneg ha gallaoueg dre ar skolioù ar bloaz-mañ kennebeut.
Kasit ur postel da dudi-laizi@ubapar.bzh evit goulenn unan hag e vo kaset deoc’h dre an ti-post. Gallout a rit ivez kas keloù deomp, ho soñj diwar-benn ar pezh a c’hoarvezh, ar c’hampoù, hoc’h ezhommoù, ho koulennoù…