Meur a zoare a vo e Breizh evit skignañ al levrigoù :
Tud bugale skolioù tro-dro da Wengamp, Roazhon, Kawan, Karaez, An Oriant ha Landerne :
Deuit d’hon c’havout evit "merenn-vihan ar c’hampoù vakañsoù"
Pegoulz ? D’ar meurzh 26 a viz Meurzh - d’al lun 25 a viz Meurzh e vo e Kawan.
Da bet eur ? Da 5 eur
Perak ? Evit tapout pakadoù levrigoù da gas d’ar skol a-benn aesaat ar skignañ e Breizh hag evit ur prantad plijadur
Petra ? Merenn-vihan, filmig nevez-flamm diwar-benn ar c’hampoù vakañsoù hag eskemm
E pelec’h ? E Ti ar Vro Gwengamp, Kelc’h Keltiek Roazhon, Emglev Bro an Oriant (sal an Henbont) ha Ti ar Vro Landerne/ Ti-kêr Loperc’hed (sal Loperc’hed), Ti ar Vro Kawan, Ti ar Vro Karaez
Gant piv ? Aozerien ar c’hampoù vakañsoù
Skolioù pedet gant Ti ar Vro Gwengamp : Gwengamp, Plouvagoar, Pabu, Pempoull, Pleuzal, Pleug-ar-mor, Plouha.
Skolioù pedet gant Kelc’h Keltiek Roazhon : Roazhon, Bruz, Felger, Liverieg, Kastell-Bourk, Gwitreg, Gwipedel, Gwern-ar-Sec’h, Moñforzh
Skolioù pedet gant Emglev Bro an Oriant : an Oriant, an Henbont, Lannarstêr, Plañwour, Rianteg, Gwidel, Kaodan, Kewen, Ploue, Pont-Skorf
Skolioù pedet gant Ti ar Vro Landerne ha Ti-kêr Lopec’hed : Landerne, ar Relecq-Kerhuon, Lopec’hed, ar Roc’h-Morvan
Skolioù pedet gant Ti ar Vro Karaez : Karaez, Gourin, Poullaouen, Kastell-Nevez-ar-Faou, Langoned, Mêl-Karaez
Skolioù pedet gant Ti ar Vro Kawan : Kawan, Lannuon, Bear, Landreger, Perroz Gireg, Perwenan, Rospezh, Tregastell, Louaneg
Ma ne teu den ebet eus ho skol ez aio an aozerien war an hent da zegas anezho er skolioù en deizioù goude
Hag e lec’h all e Breizh ?
Degaset e vint deoc’h e-kerzh an div sizhunvezh zo o tont gant aozerien kampoù vakañsoù nepell ouzhoc’h.
Ha ma n’ho ’p eus ket resevet al levrigoù ’benn div sizhun, goude ar 6 a viz Ebrel , deuit e darempred ganeomp : dudi-laizi@ubapar.bzh.
Kontant e vefec’h o sikour ac’hanomp evit skignañ al levrigoù ?
Kit e darempred gant an aozer e karg da skignañ al levrig en ho skol, ha gellout a reoc’h tapout al levrigoù du-hont. Roll an aozerien hag ar skolioù a adkavfoc’h amañ dindan gant kontaktoù an aozerien.