Keloù eus an UBAPAR war abadenn Bali Breizh

Komzet ez eus bet eus traoù a bep seurt a-hed an abadenn. Riwanon an Habask, dileuriadez rannvroel an UBAPAR, he deus respontet d’ar goulennoù savet gant buhezourien an abadenn. 

Petra eo an UBAPAR ? Peseurt doare kampoù vakañsoù e brezhoneg ha gallaoueg a vez kenurzhiet gant an UBAPAR ? Petra a vez desket d’ar vuhezourien e-pad ar stummadurioù DABU ha DARE ? Ha petra eo diaesterioù ar skolioù war ar maez, diwar skouer skol divyezhek Larruen ?

Skignet eo bet an abadenn-mañ d’an 2 a viz Even 2018.