Peseurt diforc’h zo etre ar BAFA hag an DABU ?
N’eus ket. C’est la même chose. "Brevet d’Aptitude aux Fonctions d’Animateur" a dalv BAFA. Ar ger "DABU", Diplom Aotren war ar Buheziñ, zo anezhañ troidigezh vrezhonek an teskanv "BAFA". An diplom BAFA, ha n’eo ket an diplom DABU, a vo roet e fin ar stummadur BAFA, ha pa vefe bet kaset pep lodenn anezhañ e brezhoneg. Un diplom broadel eo ar BAFA.
Abaoe pell ez eus eus an DABU ?
E 2002, diwar goulenn Yaouankiz ha Sportoù, oa bet aozet gant an UBAPAR ur stummadur BAFA e brezhoneg penn-da-benn. 3 bloaz goude e oa bet aozet ar stummadur BAFD kentañ en brezhoneg (stummadur renerien kampoù, an DARE e brezhoneg).
344 buhezour ha 33 rener zo bet stummet e brezhoneg abaoe 2002. An aozadur nemetañ a ginnig stajoù BAFA-BAFD e brezhoneg eo an UBAPAR. Deomp da c’hoût e vez aozet stajoù BAFA divyezhek en euskareg hag e korsek ivez.
Ha moaien zo da labourat en ur c’hamp vakañs e galleg pe ober ur staj BAFA donaat e galleg ma’z eo bet graet ar staj BAFA diazez e brezhoneg ?
Ya. 3 lodenn a ya d’ober ar stummadur DABU (4 lodenn evit an DARE) et distag eo pep lodenn. Gallout a raer cheñch yezh ha cheñch aozadur stummañ evit pep lodenn. Koulskoude, ma fell deoc’h labourat er c’hampoù brezhonek, eo gwelloc’h en em stummañ e brezhoneg evit kregiñ da anavezout renerien hag aozerien kampoù, evit kaout binvioù buheziñ brezhonek barzh ho chakod, hag evit reiñ kred d’ho lizher en em ginnig.
Ha bezañ zo skoazelloù arc’hant evit ober ar stummadur BAFA pe BAFD e brezhoneg ?
Ya. Ur yalc’had 100€ a vez roet evit pep stummadur teorik DABU pe DARE, da lâret eo 200€ ma vez graet ar staj diazez hag ar staj donaat e brezhoneg. N’eus mann ebet d’ober, an UBAPAR an hini eo a resev ar yalc’hadoù hag a ra an distaol d’ar stajidi. Lod a c’hell kaout yalc’hadoù all ivez (CAF, Departamant...).
Ha ret eo bezañ tizhet ul live yezh resis evit gallout lakaat e anv en ur stummadur BAFA pe BAFD e brezhoneg ?
N’eo ket, n’eus arnodenn yezh ebet a-raok an enskrivadenn, pep hini a rank priziañ daoust ha ’n em sant gouest pe get da vevañ ha da dennañ e vad eus ur stummadur e brezhoneg penn-da-bennn. Ne vez ket diaes d’ar re yaouank bet er skolioù Diwan pe skolioù divyezhek heuliañ ar stummadur-se dre soubidigezh. Ar re yaouank bet en ur skolaj Diwan betek an trede klas en em lak en-dro e jeu ar brezhoneg buan a-walc’h : buan-tre evit kompren pep tra pe dost hag un devezh pe zaou evit adkregiñ da vat gant ar c’homz. Pezh a gont eo kaout c’hoant da vat da vevañ an avantur dreistordinal-se : bevañ e brezhoneg penn-da-benn e-pad eizhtez gant ur strollad tud yaouank entanet. Laouen-ran e vez ar stajidi goude an amprouenn-se peurliesañ ha kontañ reomp deomp n’o doa ket bevet se gwech ebet en o buhez. Souezhet zo un toullad anezho o komz e brezhoneg gant o c’hamaraded hag int kustum da brechañ galleg etrezo e trepasoù al lise koulskoude. Ma ne oarit ket hag-eñ c’hellfec’h kemer perzh en ur staj brezhoneg, na chomit ket da dortal, deuit e darempred ganeomp evit komz eus se.
Perak en em stummañ war ar BAFA pe ar BAFD e brezhoneg kentoc’h evit en galleg, pa gomzer brezhoneg ?
Peogwir n’ho po ket keuz !
Evit kaout titouroù hollek war ar BAFA-BAFD (deiziataer ar stajoù, enskrivadennoù, raktres desevel...), kit da lenn ar rubrikenn gouestlet d’ar BAFA-BAFD.