Ur c’hamp e brezhoneg a zegemero ho pugale e-pad vakañsoù miz Ebrel ! Digor eo an enskrivadennoù evit ar c’hamp :
Utopia, krouiñ ha sevel ur film berr ! 📱🎥🎭
Adalek an 19 betek ar 24 a viz Ebrel 2026 e Lesneven - 8/12 vloaz - 427.50 € / 400 €* + 15 €**
Ha ma vefe, miz Ebrel, vakañsoù leun (…)
Adkavit ar c’hampoù brezhonek ha gallaouek war al lec’hienn adalek ar 17 a viz Meurzh 2025 :
Ar skol, ar familh hag an dudi zo anezho tri lec’h, tri oberour disheñvel hag a gemer perzh en desevel bugale. Prantadoù fonnus ha ret-holl e vez ar vakansoù evit sikour ar vugale da greskiñ. Plijadur, spered dizoleiñ ha liammoù sokial a vez degaset ganto.
Bevañ gant mignoned, c’hoari, keginañ, en em zispakañ, kanañ a-bouez-penn, eskemmañ, kousket e-barzh un deltenn... sede ar pezh a fell deomp reiñ da vevañ d’ar vugale ha d’ar re yaouank. Ha kement tra zo e brezhoneg hag e gallaoueg !
Un 30 kamp vakañs bennak a vez aozet bep bloaz gant kevredigezhioù eus ar rouedad UBAPAR. 800 bugel a vez degemeret ganto e kampoù sport, natur, mor, arzoù, avañtur, bale-bro. Kit e darempred ganto evit prientiñ vakañsoù ho pugale :
KELC’H KELTIEK ROAZHON (35)
EMGLEV BRO AN ORIANT (56)
EMGLEV BRO DOUARNENEZ (29)
KOED BARZ (22)
KEAV (29)
KLT (29)
LES ASSEMBLLEES GALLESES (35)
TI-FEURM E TREMARGAD (22)
KEMPERLE KUMUNIEZH (29)
TI AR C’HOADOU (22)
TI AR VRO GWENGAMP (22)
TI AR VRO LANDERNE DAOULAZ(29)
TI AR VRO TREGER GOELOÙ (22)
TI MENEZ ARE (29)
SKOAZELLOÙ
Disklêriet eo ar c’hampoù e Servijoù ar C’hengred sokial ha Yaouankiz ha Sportoù. Gant se e c’hell familhoù zo kaout yalc’hadoù digant an MSA, CAF, Kenskor embregerezhioù evit arc’hantaouiñ vakañsoù stroll o bugale.
Aozerien zo a zegemer ar chekennoù vakañs : goulennit ganto.
KINNIGOÙ LABOUR
Ingal e vez embannet kinnigoù labour evit ar vuhezourien hag ar renerien kampoù war al lec’hienn web Labourzo.
KELEIER
Mestr.ez-skol, kelenner.ez oc’h ? Gant ar master MEEF ? Rener.ez kampoù vakañsoù gant un DARE klok pe e stummadur DARE, oc’h ?
Emañ aozerien ar c’hampoù vakañsoù o klask war-lerc’h renerien, mennet ha stummet, prest da aozañ ha da verañ ar c’hampoù vakañsoù a-benn kinnig vakañsoù brav e-pad (…)
Evel bep bloaz eo n’em adkavet ar bodad Dudi Brezhoneg-Gallaoueg e miz Gwengolo a-benn ober bilañs an hañv e Ti menez Are. Meur a aozerien kampoù vakañsoù a oa en emvod : Emglev Bro Douarnenez, Emglev Bro an Oriant, Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien (KEAV), Ti ar vro Landerne-Daoulaz, Ti Douar (…)
Ur c’hamp e brezhoneg a zegemero ho pugale e-pad vakañsoù An Hollsent.
Digor eo an enskrivadennoù evit ar c’hamp :
CowBoy ’ba’n Ti-feurm eus 20 betek ar 25 a viz Here
Muioc’h a ditourioù war al lec’hienn vakañsoù-otieus.bzh
Setu an distro-skol staliet mat goude un hañvezh leun a blijadur e Brezhoneg !
29 kamp brezhonek a zo bet dalc’het e-pad an hañv evit ar vugale hag ar grennarded e Breizh. 934 bugel ha krennard o deus bet plijadur da vageal, da grapat er gwez, da varc’hegañ, da surfiñ... Leun a vignoniezhioù (…)
Les directeur·e·s de séjours de vacances en breton, se sont réuni·e·s, ce lundi 16 juin, à Rostrenen pour préparer les séjours de cet été. Cette journée était l’occasion pour les directeur·e·s bretonnant·e·s de se rencontrer et d’échanger sur leurs expériences professionnelles. Ces échanges ont (…)
An hañv-mañ e vo kinniget 31 c’hamp-vakañsiñ e Brezhoneg, leun eo dija lod vrasañ anezho ! Poent bras eo deoc’h enskrivañ ho pugale ! Setu listenn ar c’hampoù e lec’h ma chom plas, peadra da gaout plijadur e leizh !
Adalek ar 6 betek an 12 a viz Gouere : KEAV evit ar vugale : 6-12 vloaz KEAV (…)
D-40 😁 !! D’ar 17 a viz Meurzh 2025 e vo digoret an enskrivadurioù evit kampoù vakañsoù-hañv 2025.
Prientet e vez gant an 13 aozer hag an UBAPAR ur program a-feson ha lieseurt evit ober plijadur d’ar re vihan ha d’ar re vras ! Kinniget e vo kampoù nevez ar bloaz-mañ !
Kelaouit ho pugale ! (…)
Mestr.ez-skol, kelenner.ez oc’h ? Gant ar master MEEF ? Rener.ez kampoù vakañsoù gant un DARE klok pe e stummadur DARE, oc’h ?
Emañ aozerien ar c’hampoù vakañsoù o klask war-lerc’h renerien, mennet ha stummet, prest da aozañ ha da verañ ar c’hampoù vakañsoù a-benn kinnig vakañsoù brav e-pad (…)
Ar bodad Dudi Brezhoneg-Gallaoueg a zo en em vodet d’ar Yaou 5 a viz Kerzu e Ti ar C’hoadoù, er Chapel-Nevez.
Eskemmet eo bet war strategiezh diorren ar c’hampoù vakañsoù evit an 20 bloavezh o tont, savet eo bet deiziataer kampoù vakañsoù 2025, gweleet eo bet ar strategiezh kehentiñ (rouedadoù (…)








