Petra eo ar BAFA ?

Ar BAFA, Brevet d’Aptitude aux Fonctions d’Animateur (an DABU a vez graet anezhañ e brezhoneg, Diplom Aotren war ar BUheziñ), zo un diplom a aotre da labourat evel buhezour a youl vat (ha n’eo ket ur buhezour a vicher) gant bugale ha krennarded e kampoù vakañsoù ha kreizennoù dudi.

Pal ar prantadoù dudi-se eo kinnig d’ar re yaouank obererezhioù desevel a bep seurt, azas ouzh o ezhommoù. Raktres desevel an aozer ha resktres pedagogel ar skipailh pedagogel a zo linenn stur ar prantadoù-se.

Dav eo d’ar berzhidi bezañ 17 vloaz da vihanañ deiz kentañ ar frapad BAFA diazez. Ne vez ket roet dreistaotre ebet.

Ar BAFA zo anezhañ, diouzh renk :
- ur frapad diazez (eizhtez)
- ur frapad arnodiñ en ur c’hamp vakañsoù pe ur greizenn dudi (14 devezh)
- ur frapad donaat (6 devezh) pe varrekaat (etre 8 ha 10 devezh)
30 miz zo, d’ar muiañ, evit kas da benn ar stummadur.

1/ Frapad diazez
En em soñjal war al labour buhezour, an darempredoù a vez da gaout gant ar vugale, an obererezhioù a c’heller kinnig en ur greizenn vakañsoù pe dudi. Kaoz zo eus an aozañ, al lezennoù pennañ hag ar surentez ivez.
18 miz zo, d’ar muiañ, etre ar stummadur diazez hag ar frapad arnodiñ.

2/ Frapad arnodiñ
14 devezh d’an nebeutañ en ur c’hamp vakañs pe ur greizenn dudi (daou brantad d’ar muiañ). Gwelloc’h eo kregiñ da glask ur frapad arnodiñ kerkent hag enskrivet er stummadur BAFA diazez (s.o. pennad Alioù evit klask ur frapad arnodiñ).

3/ Frapad donaat pe barrekaat
Frapad donaat : 6 devezh, ar pal anezhañ ober bilañs an daou frapad kentañ ha klokaat stummadur ar buhezour (buheziñ, lezennadur, preder...).
Frapad barrekaat : 8 pe 10 devezh, ar pal anezhañ ober bilañs an daou frapad kentañ, klokaat e stummadur diazez hag anavezout ur barregezh arbennik (Evezhier kouronkañ evit gellet kas bugale en dour, kaiak pe bageal evit gellet kas abadennoù kaiakiñ pe bageal gant bugale, sportoù kezeg-tan...).


Diwall
: Ar pennad L 133-6 embannet e code de l’action sociale et des familles a zisklêr roll an dud n’o deus ket droed da labourat en ur c’hamp vakañs pe ur greizenn dudi. Servijoù ar Stad a gontrol barregezh kement buhezour ha rener enskrivet e skipailh un ACM da labourat gant bugale (roll lez-varn n°2 ha fichennaoueg broadel an dagerien reizhel hag an dud feuls (FIJAIS)).