DABU Produksion

Krouet e vez traoù a bep seurt e-pad ar stajoù BAFA ha BAFD : filmoù, kanaouennoù, barzhonegoù, kazetennoù. Setu un tamm dibab eus krouidigezhioù ar stajidi DABU ha DARE...

DARE DONAAT 2015
Un divinadell kinniget gant Fanny :
Un tamm kig barzh un toull kig ha pa rikl e ra klik. Petra eo ?
Respont : ur babig o tennañ bronn.

DABU EVEZHIER KOURONKAN ha DARE DIAZEZ 2015
Peder rimadell jestraouiñ bet leurennet ha filmet ba hangar Gilbert Lavanant e Tredraezh-Lokemo : Ma mamm zo baraerez, Ober a ran tro an ti, Dao dao dao Aotroù biz-meud, Ober a ra tro al liorzh.

Ur rimadell da c’hoari : Ar boulomig
Ar boulomig-mañ ’neus laeret an hañv
P’ra vo graet dezhañ ?
Skoet vo warnañ.
1, 2, 3
Petra ’po ? Taolioù war ho penn pe war ho revr ?
Taolioù war ma fenn.
Kerzh gant Erwan...

DABU DIAZEZ 2014
Lipdub Ar gwenan ha Balafenn balafon bet sevenet en Oaled e Treglonou