Ar bladenn Balafent a ginnig deoc’h hiraat ar vakañsoù un tamm bihan,
gant richan al laboused, flapadennoù divaskell ar balafenned, kre kre kre ar grilhan, kontadennoù ar wezenn-avaloù hag ur bern istorioù evit kanañ ha dañsal c’hoazh. He fal dezhi : sikour ar vugale da greskiñ, da gompren gwelloc’h al liammoù ’vez etre an dud, al loened, ar plant hag an natur dre vras. Kompren da gentañ, karout ha doujañ goude ivez marteze.
Priz : 13 € gant ar frejoù kas.
https://www.helloasso.com/associations/ubapar/boutiques/cd-balafent







