Levrig ar buhezour
Ul levr war bedagogiezh an dudi e brezhoneg. Kinnig obererezhioù d’ar vugale ya, met perak ? Eus ar vugale, eus an traoù zo moaien d’ober ganto, eus an ijin, eus plas ar brezhoneg e-maez ar skol hag an tiegezh zo kaoz amañ. Ar pal : krouiñ ur benveg preder ha labour evit ar vuhezourien yaouank ha kas war-raok bed an dudi e brezhoneg. Marteze e vo tabutet, pismiget war traoù ’zo ? Gwell a-se ! Gant ma vo kaset dour d’al lenn avat. Ezhomm energiezh o deus milinoù ar brezhoneg, ar buheziñ hag an deskadurezh pobl. Ul levr holl-ret e kement levraoueg desaverien divyezhek.
Testennoù : Katell Chantreau, Fanny Chauffin, Erwan Denez
Tresadennoù : Myriam Guilloux, Jean-Yves André, Christa ha Sulian Rios
Embannadur kentañ : 2004
Eil embannadur : 2015
Priz : 11€
Levrig an aozer hag ar rener
Ur benveg labour ha preder evit an aozerien kampoù vakañsoù hag ar renerien yaouank. Petra eo an deskadurezh pobl ? Penaos sevel ur raktres kamp vakañsoù ? Piv a c’hell bezañ rener ? Peseurt kargoù zo war chouk an aozer ha war chouk ar rener ? Penaos merañ ur budjed ? Da betra servij ur raktres desevel hag ur raktres pedagogel ? Displegañ ar pezh a lâr al lezennadur, reiñ alioù, rannañ skiant, erfin : broudañ an aozañ kampoù vakañsoù e brezhoneg, e Breizh a-bezh.
Testennoù : Katell Chantreau
Tresadennoù : Sébastien Lumineau
Embannet e 2007
Priz : 11€
Evit urzhiañ al levrioù meneget dindan, kasit ho chomlec’h asambles gant ur chekenn war anv an UBAPAR (11€ dre levr + 2€ mizioù kas) da : UBAPAR, BP56,29260 Lesneven. Resevet e vo ho levrioù ganeoc’h un nebeud deizioù goude.
Fichennoù talvoudus evit aozañ ur c’hamp vakañsoù :