Palioù
– Krouiñ ha sevel traoù gant ar pezh a vez kavet en natur.
– Implijout teknikoù-buheziñ ha binviji arbenik
– Pinvidikaat prantadoù buheziñ natur ha glad
– Eskemm skiant (anaoudegezhioù ha doareoù d’ober) etre ar berzhidi
Petra ’vo gwelet ?
– Dastum elfennoù eus an natur evit sevel c’hoarioù paotr-saout
– Doareoù sevel c’hoarioù simpl war an dachenn hag en ur sal
– Penaos azasaat ar prantadoù ouzh lieseurted an dud (surentez...)
– Liammañ ar raktres d’unan all (natur, ijin, glad, )
– Kinnig hag implij dafar ispisial : levrioù, fichennoù c’hoarioù pe buheziñ
Hentennoù bedagogel
Prantadoù buheziñ war an dachenn hag en diabarzh, stalioù pleustrek ha prantadoù bilañs (a-bep-eil).
Deiziadoù ha lec’h
- E galleg : Meurzh 30 a viz Mae ha Meurzh 12 a viz Gwengolo 2017 e ti-feurm Forechou, er C’houerc’had / Le Vieux-Marché (22).
- E brezhoneg : D’ar yaou 1 a viz Even ha d’ar yaou 14 a viz Gwengolo 2017.
Un devezh e-pad an nevez-amzer hag an eil en diskaramzer evit profitañ eus pinvidigezh an natur a-hed ar bloaz. Gallout a raer kemer perzh en unan eus an daou zevezh-se hepken.
Evit piv ?
Tout an dud dedennet gant an tem hag a blijfe dezho buheziñ gant c’hoarioù paotr-saout : buhezourien natur, e ti an douristed, gant ar vugale, a ra war-dro c’hoariaouegoù...
Stummer
Erwan Hémeury
Prizioù
Implijidi gant ar stummadur micherel : 175 euro – dre zevezh – 350 euro evit an daou zevezh (sikourioù posubl)
Tud a-youl-vat ha tud all : prizioù azasaet da stad an dud, deuit e darempred gant ar sekretourva : ubapar@ubapar.bzh
Titouroù diwar-benn ar stummadur : pedagogiezh
Claude Colin
claude.colin@ubapar.bzh
09 71 26 85 77
Follen enskrivañ (pdf remplissable à télécharger)