Emezelañ

Perak emezelañ ouzh an UBAPAR ?

  • Evit ober anaoudegezh gant kevredigezhioù all a vez o vuheziñ an tiriadoù war ar maez, e Breizh.
  • Evit kemer perzh e oberiantizoù pe e prantadoù preder a-stroll, e bodadoù kaset gant an UBAPAR da skouer (endro, dudi brezhoneg-gallaoueg, DABU-DARE, kreizennoù degemer)
  • Evit kas da benn raktresoù oberiantizoù ijinet ha kenaozet gant kevredigezhioù all eus hor rouedad
  • Evit tapout gounit eus servijoù ’zo (sikour da sevel teuliadoù evit raktresoù, aozañ stummadurioù, adlenn teuliadoù ha budjedoù, amprestiñ dafar pedagogel, brudañ darvoudoù).
  • Evit m’o defe muioc’h a bouez kevredigezhioù an tiriadoù war ar maez e politikerezh ar c’hevredigezhioù, en un doare ledan.

Penaos ?
Div lodenn a zo d’an emezelañ :

  • Mont e darempred gant burev an UBAPAR hag ober anaoudegezh
  • Leuniañ an teuliad ha paeañ ar skodenn evit emezelañ

Pegement e koust ?
Hervez niver ar c’hopridi eo priz ar skodenn.
= 0 < 1 ETP* : 50 €
≥ 1 ETP < 6 ETP : 150 €
≥ 6 ETP < 1 1 ETP : 350 €
≥ 1 1 ETP < 20 ETP : 450 €
≥ 20 ETP : 600 €
* tud leun amzer, ETP=équivalent temps plein

Ur bloaz e pad an emezeladur, eus miz Gwengolo da viz Eost.