Kaout ur burev er c’houmoul

Sur walc’h ho peus bet gwelet ar ger "Cloud" dija (koumoul en saozneg) e kerzh ho kantreadoù war an urzhiataer hep kompren mat petra oa kuzhet a-dreñv ar ger barzhonius-se.

Evit berraat an afer e vo lâret ez eo ar "Cloud" ur seurt donezon hollvezañs roet d’ho dielloù niverel pa vefe fotoioù, sonerezh, dielloù labour, kontaktoù, implijoù-amzer... Ar "Cloud" a ro ar galloud d’ho dielloù da vezañ e pep lec’h : war ho urzhiataer labour, war ho urzhiataer hezoug, war ho poellgomz hag all.
Un doare alc’hwez USB er c’houmoul, luget er memes koulz war pep mekanik kennasket. Hag an alc’hwez-mañ n’haller ket koll anezhi, na dremeno ket er gannerezh, ne vo den ebet evit "emprestiñ" anezhi deoc’h ha dibosupl e vo ruilhañ warni gant an oto.

Hag un dra vad all c’hoazh : ar rannañ. En ho koumoul ez eus moaien deoc’h choaz piv a c’hell gwelout petra ha diskouez pep tra d’ar bed a-bezh memes. Erfin, moaien a zo deoc’h diviz e vefe ul lodenn deus ho koumoul e-barzh koumoul ho familh, ho mignoned, ho keneiled, ha moaien a zo deoc’h ober heñvel en ho koumoul.

Chom a ra bremañ da choaz ar pourvezer koumoul a-feson. Kar ur bern pourvezerien a ginnig deoc’h ur goumoulenn digoust. Ya, digoust. Giz tout an dielloù ha titouroù prevez a roer dezho. D’ar mare-se eo gwelloc’h anavezout mat ar saozneg. ("Do you want to accept ze general conditions of utilization of ze service ? YES / GOOD BYE")

En UBAPAR eo bet choazet goulenn gant ar gevredigezh La Mère Zaclys, evit ober war dro hor koumoul hag an titouroù a vez lakaet enni. Kevredigezhioù all a ginnig ar memestra o doujañ deus ho titouroù, ha brassoc’h brassañ al listenn kevredigezhioù !

Gall a reer pellgargañ un tutoriel a diskouez deoc’h penaos krouiñ ur c’houmoul e ti Mamm Zaclys hag an urzhiataerezhioù a c’hellomp lugañ warnañ.
Dieub eo, digoust eo, ha da rannañ eo :

Configurer un compte OwnCloud chez la mère Zaclys
Mode opératoire de création et de configuration d’un compte OwnCloud
Pellgargañ (716.2 ke)