Aodoù-an-Arvor : hag ar brezhoneg ?

Manifestadeg d’an 3 a viz C’hwevrer 2024

Cheñchet eo muiañ-niver departamant Aodoù-an-Arvor e miz Even 2021 hag en em gavet omp hiziv da greiz ar respet setu eo poellek en em soñjal war ar politikerezh yezh evit ar brezhoneg. Daoust d’ar steuñv bet votet ne ya ket war-raok : n’eus bet nemet un emvod abaoe an dilennadegoù ha n’eo ket bet erlec’hiet c’hoazh ar c’hargiad a rae war-dro ar brezhoneg.

Gwall wan eo politikerezh yezh an departamant ha skouerioù liesseurt a zo. Da gentañ penn ne oa den ebet da zileuriañ Kuzul departamant Aodoù-an-Arvor d’ar Conférence territoriale de la langue bretonne lec’h m’eo bet kinniget gant rannvro Breizh ar Steuñv adperc’hennañ ar yezh.

Daoust d’an departamant bezañ ezel dre wir eus Kuzul-akademiezh ar yezhoù-rannvro (KAYR) ne vez ket gwelet kennebeut setu ne vez ket amañ da harpañ goulennoù kevredigezhioù ar familhoù evit astenn ar c’helenn divyezhek er skolajoù publik, padal eo kreiz e gefridi.

Splann eo an diouer a souten da skolaj Diwan Plijidi, an enebiezh d’un adskolaj e Perroz zoken hag ur skoazell arc’hant da gefridioù sevenadurel ar rouedad na gresk ket pa gresk an dispignoù-ret.

Emañ ar c’huzul departamant e Kuzul-merañ Ofis publik ar Brezhoneg hag e berzidegezh arc’hant a zo an izelañ eus departamantoù Breizh melestradurel, ha n’eus ket peadra da arc’hantaouiñ ur post leun amzer.

Engouestl an departamant evit diorren ar brezhoneg ne ya ket dreist d’an arouez, ha kement-mañ zo gwir en e zoare da gehentiñ ivez.

Pase poent eo cheñch penn d’ar vazh evit mad ar brezhoneg, an treuzkas d’an holl, kozh ha yaouank.

Peadra zo d’en em c’houlenn petra eo perzh strollegezhioù Breizh evit kas da benn ur politikerezh adperc’hennañ ar yezh ha penaos int gouest da labourat asambles war an hent-se.

Setu perak e c’halv rouedad Diwan d’ur vanifestadeg d’ar Sadorn 3 a viz C’hwevrer 2024 da 2e e Sant-Brieg evit dihuniñ Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor.

Emgav dirak an ti-gar lec’h ma loc’ho ar vanifestadeg betek sez ar C’huzul-departamant.