Pennoù-sardin Akademi !

Da-geñver ar festival Dispar Amzer e vo aozet gant Emlev Bro Douarnenez ur staj kan evit ar re 10-16 vloaz, e brezhoneg.
Deiziadoù : Merc’her 26, Yaou 27 ha Gwener 28 a viz Here 2016, adalek 9e45 betek 4e30 (kas ur pik-nik evit merenn, ne vez ket kinniget bod d’ar re yaouank)
Lec’h : Skol sonerezh Douarnenez
Priz : 60€ evit an 3 devezh
Stummerien : Marine Lavigne (kan-ha-diskan), Elsa Corre (kan - impro), Manu El Maout (beat box).
Un tañva eus pep stil vo kinniget d’an holl e deroù ar staj. Goude-se e vo choazet ur stil gant pep hini, ha savet strolladoù evit donaat an traoù. Kinniget vo disoc’h o labour d’ar Gwener 28 a viz Here da noz (fest 20 vloaz Emglev Bro Douarnenez).
Un digarez a feson evit tud yaouank brezhonek d’en em gavout asambles evit krouiñ, komz brezhoneg ha hilligañ ar mikroioù...
Titouroù hag enskrivadennoù (a-raok ar 22 a viz Here) : emglev.bro.dz@gmail.com / 07 83 88 75 57