Evel bep bloaz, ar bodad a zo en em adkavet evit ober bilañs kampoù an hañv e brezhoneg ha galloueg ha prientiñ ar bloaz o tont.
Goude meur a vizvezh labour dre vizio ha mail, eo bet bodet bodad Dudi Brezhoneg Gallaoueg an UBAPAR dimeurzh tremenet, e Ti-feurm Tremargad dindan un heol splann.
Leïla Salliou ha Dorig Le Cras, a zo bet kontant da zegemer ac’hanomp gant boued lipous eus an ti-feurm.
Lod vrasañ an aozerien a zo deuet d’an emgav :
– Héloise Berthet eus Kelc’h Keltiek Roazhon (35)
– Eric Le Lan ha Delphine Salaûn eus Ti ar Vro Landerne (29)
– Stéphane Merrer eus Ti Menez Are – Brasparzh (29)
– Jean-Jacques Bihan eus KEAV – Kemper (29)
– Anaëlle Le Pann eus Emglev Bro Douarnenez (29),
– Maëlle Ausias eus Ti ar vro Gwengamp (22),
– Eric Ségalen hag Orélie Rosec eus EPAL – Brest (29)
– Michèle Béchu eus Studi-ha-dudi – Plijidi (22)
– Rozenn An Dreo eus Ti ar C’hoadoù – Ar Chapel-Nevez (22)
– Lenaïg Morin eus Emglev Bro An Oriant (56),
– Leïla Salliou ha Dorig Le Cras eus Ti-feurm Tremargad (22),
– Awena Le Baron Courtet ha Riwanon an Habask eus an UBAPAR – Lanvallay (22) ha Purid (22)
Ar 16 perzhiad o deus graet « Akrostich » o aozadur. Un digarez evito da eskemm war o nec’hamantoù, ho zaolioù-kounar, ar cheñchamantoù lakaet e pleustr war ar c’hampoù vakansoù evit doujañ ouzh ar reolennoù yec’hedel. Kaozeet ez eus bet eus an douetañs war ar mizioù o tont ha war ar bloavezh 2021.
Echuet eo bet an devezh, gant un eskemm gant Lena Louarn ha Ronan Le Louarn eus Kuzul-Rannvro Breizh evit lakaat war-wel ezhommoù ha diaesterioù pep aozadur ha gwelet penaos e c’hellfe ar rannvro sikour pep hini da geñver efedoù an enkadenn yec’hedel hag ekonomikel.
—
UBAPAR