Merket he deus Hamida un toullad tud yaouank pe goshoc’h a-hed ar bloavezhioù tremenet, bewech p’he deus degemeret strolladoù bugale evit klasoù dizoloiñ ha kampoù vakañsoù, stajidi evit stummadurioù DABU ha DARE ha reoù war an endro, ar BEATEP. Tout se a oa en ti-feurm pedagogel e Tremargad (22) abaoe ar bloavezhioù 1990. Ha plijadur zo bet !
Aet eo diwar ar bed-mañ d’ar 1añ a viz Genver abalamour d’ur c’hrign-bev degouezhet trumm.
Hamida ha François a zo bet e-touezh « re gentañ Tremargad » e-giz ma vez lâret hiziv : peizanted yaouank deuet d’en em staliañ war ar greunvein, douaroù paour dilezet gant al labour-douar, er bloavezhioù 70-80, evit bevañ o huñvre tostaat ouzh an natur ha startaat al liammoù a gendred etre an dud. A-drugarez dezho ha d’un nebeud koupladoù eus ar vro ez eo bet cheñchet mont-en-dro ar gumun o reiñ plas d’an annezidi e raktres ar gêriadenn. Tabutal, bevañ a-stroll, en em gemer e karg, en em sikour, lakaat da emdreiñ ar speredoù evit doujañ ouzh an endro ha lakaat da cheñch ar modoù da labourat an douar a zo talvoudegezhioù kreñv o deus difennet ha treuzkaset war ar pemdeiz. Perzh int bet ivez eus buhez an UBAPAR dibaoe un 30 vloaz bennak ha kenderc’hel a ra an traoù.
Deuet eo da wir an treuzkas e diabarzh ar familh ! Leïla ha Dorig, kaset gant ar memes talvoudegezhioù, o deus sammet war o chouk raktres an ti-feurm pedagogel dibaoe un nebeud bloavezhioù ha kenderc’hel a reont da zegemer strolladoù liesseurt : https://www.lafermeatremargat.fr. E rouedad an UBAPAR, ec’h aozont kampoù vakañsoù e brezhoneg hag e tegemeront stajoù DABU ha DARE er mare-mañ. Kemer a reont perzh en degouezhioù hag er prantadoù-preder asambles gant ar c’hevredigezhioù hag ar frammoù all.
Trugarez bras dit Hamida evit da emouestl hag evit bezañ treuzkaset ha strewet da dalvoudegezhioù en-dro dit. Evit ar re a fellfe dezho enoriñ Hamida en ur ober donezonoù, he deus bet c’hoant e vefent roet da Pause-toit, ur gevredigezh eus Tremargad a sikour da zegemer ar repuidi eno (pause-toit@riseup.net/https://tremargat.fr/pause-toit.html).
Ra vo stank ar frouezh diwar ar c’hreunennoù bet hadet ! Kenavo Hamida !