Berzh he deus graet al lec’hienn-se. Se zo kaoz eo bet divizet gant an UBAPAR digeriñ anezhi da gement tachenn labour brezhonek zo. Setu Labourzo 2.0, gant 11 rubrikenn :
- Buheziñ (kampoù vakañsoù, kreizennoù dudi, hanterouriezh sevenadurel, dañs, sonerezh, sport...)
- Diwall bugale (baby-sitting, skoazellerezed-mamm, magourioù)
- Kelenn (skolaerien, kelennerien, kentelioù noz, stummadurioù hir, tañva d’ar brezhoneg...)
- Skoazellerien skol (Atsem/Asem, buhezourien tro-skol, kasourien, AVS, skoazell labour noz...)
- Kenwerzh, servijoù, labour-douar (touristerezh, artizanerezh, skoazell er gêr...)
- Yec’hed (amiegezed, mezeien, klañvdiourien, leuñvourien, ortofonourien...)
- Kehentiñ ha mediaoù (kazetennerezh, embann, levraouegoù, e karg eus ar c’hehentiñ, graferezh...)
- Yezhoniezh (treiñ, dastum...)
- Merañ ha melestradur (kenurzhiañ, ren, sekretouriezh, kontouriezh...)
- Arzoù (c’hoariva, sinema...)
- A bep seurt
Krouet zo bet un newsletter ivez, d’ar glaskerien labour koumanantiñ ha resev ar c’hinnigoù-labour diwezhañ, en o boest mail war-eeun.
Sifroù
515 den enskrivet, 1/3 a implijerien en o zouez
10 kinnig labour nevez bep miz