Hor pal : Unvaniñ kevredigezhioù ha kevelourien evit buheziñ an tiriadoù war ar maez
An UBAPAR, Unvaniezh Breizh evit Buheziñ ar Broioù war ar Maez, a zo unvaniezh kevredigezhioù a labour asambles a-benn buheziñ tiriadoù ha broioù Breizh ha kemer perzh en o dioren.
Ganet eo bet e 1983 diwar c’hoant kevredigezhioù lec’hel d’en em unvaniñ evit eskemm ha kreñvaat o nerzh. Daou lañs a oa d’ar c’houlz-se : "Lusk ar maezioù" kaset gant Tanguy Prigent goude an Eil Brezel Bed, d’ar mare-se Ministr al labour-douar hag hini ar Rannvroeladur, lañset e-penn kentañ ar bloavezhioù 80.
Dibaoe eo emdroet kalz an tiriadoù war ar maez hag eo cheñchet kalzig mont-en-dro ar bed. Koulskoude e kendalc’h ar c’hevredigezhioù da ginnig obererezhioù en un doare soupl ha just war dachennoù liesseurt (sevenadur, sport, dudi, endro, touristelezh, mont-tre e bed al labour, sikour ar re wanañ, deskadurezh...). Lakaat a reont ivez da labourat asambles aktourien a bep seurt : tud a-youl-vat ar c’hevredigezhioù, kelennerien, tud ar vugale, labourerien-douar, dilennidi lec’hel...
Kenderc’hel gant utopiezh un dioren a genskoazell aozet ha kaset gant an dud war an dachenn
Niverus eo ar c’hevredigezhioù hag a laka da vevañ utopiezh an dioren a genskoazell, dre ar youl, ar blijadur, ar mignoniaj met ivez dre an emouestl hag al labour tenn. Intrudu a gasont e liamm gant ar buheziñ hag an deskadurezh, dre emouestl an dud a-youl-vat hag an implijidi, ar c’hevelerezhioù.
An deskadurezh pobl e servij tiriadoù maezioù Breizh
An UBAPAR a fell dezhi bodañ ha stummañ…
- paotred ha merc’hed emskiant, kiriek ha kengret
- c’hoant ganto dibab o buhez hiziv hag en amzer dazont,
- ganto ur youl keodedel kreñv da stummañ tud « hollek » (tud sevenadurel, politikel, ekonomikel, naturel, sokial...),
- a zouj ouzh mennozhioù ar re all, ken liesseurt e c’hellfent bezañ,
- engouestlet e raktresoù a-stroll
- tomm o c’halon ouzh an demokratelezh a vroudfe da vat perzh an holl,
- peogwir e vez pouezusoc’h an interest a-stroll eget an interest hiniennel, bepred,
- ha peogwir e vezomp kreñvoc’h pa vezomp bodet eget pa vezomp hon-unan,
- gwriziennet don en o bro
- liammoù kengret kreñv etrezo, pezh a vroud an dud da sevel raktresoù,
- c’hoant ganto diorren o ziriad, war an dachenn sokial, sevenadurel, naturel hag ekonomikel,
- emskiant eus pinvidigezh o sevenadur, hag eus pinvidigezh yezhoù o bro peurgetket,
- doujus ouzh an natur hag ouzh ar rummadoù da zont.
Nous situons notre action dans le champ d’une citoyenneté qui fait appel à l’initiative, la responsabilité, la créativité et le plaisir, et qui situe l’individu non pas comme un être isolé mais comme faisant partie d’une collectivité au sein de laquelle il pourra apporter sa contribution, vivre des expériences, accepter et apporter la contradiction, et ainsi, participer au développement social, culturel, sportif et économique du territoire… ainsi qu’à son épanouissement personnel. A ce titre, nous souhaitons amener chacun à avoir confiance en ses propres possibilités d’action.