Stummadurioù evit ar youlidi

Diboaoe un toullad bloavezhioù e vez sikourioù-arc’hant digant ar Rannvro hag ar Yaounkiz ha Sportoù evit gellout kas da benn stummadurioù evit an dud a-youl-vat. Luskad kevredigezhioù Breizh (MAB, ex-CPCA) a labour war an dodenn-mañ ivez. Ar stignad-mañ a sikour da gas barregezhioù nevez d’an dud a-youl-vat evit kas war-raok an oberiantizoù, aozadur ar c’hevredigezhioù ha diorren buhez ar c’hevredigezhioù. 

Ar stignad-mañ a zo ur galv-raktresoù hag a vez bep bloaz. 

Gellout a ra an UBAPAR sikour ac’hanoc’h e meur a zoare :

 En ur gelaouiñ ac’hanoc’h eus prioriezhioù ar stignad
 En ur reiñ skouerioù eus oberiantizoù bet skoazellet
 En ur sikour ac’hanoc’h da leuniañ an teuliad evit respont d’ar galv-raktresoù
 En ur vrudañ ar stummadur ha klask perzhidi ouzhpenn evit ar stummadur
 En ur genaozañ ar stummadur ganeoc’h,
 En ur respont d’ar galv-raktresoù war-eeun (UBAPAR) hag o kas ar stummadur evidoc’h ha ganeoc’h.

Daou skouer eus stummadurioù kaset da benn gant an UBAPAR nevez ’zo :
 Yeswiki evit gwellaat an darempredoù en ur gevredigezh.
 Sevel ur steuñv-oberiantizoù e liamm gant raktres ar gevredigezh.

Galv(raktresoù : [http://bretagne.drjscs.gouv.fr]

Evit kaout muioc’h a resisadurioù, kit e darempred gant : Riwanon An Habask