Kampoù brezhonek gallaouek

PENAOS LAKAAT ANV HO PUGEL ?
1) Dibab ur c’hamp.
2) Gwiriañ e chom plas ennañ o pellgomz da aozer ar c’hamp-se (kontaktoù an aozerien el levrigoù).
3) Moullañ ha leuniañ ar follenn enskrivañ, ar follenn yec’hed hag aotre ar gerent, da bellgargañ e traoñ ar bajenn. E levrig ar c’hampoù vakañsoù bet skignet er c’hlasoù divyezhek emañ ar follennoù-se ivez.
4) Kas an teir follenn-se asambles gant ur chekenn rakpae a 100€ da aozer ar c’hamp ho peus choazet.

ROLL KAMPOU BREZHONEK GALLAOUEK 2017
Ur c’hamp brezhonek zo aozet da vare an Hollsent, e ti feurm Tremargad.
Trugarez da enskrivañ ho pugale ar buanañ ar gwellañ evit aesaat al labour tuta hag al labour prientiñ kaset gant ar skipailhoù buheziñ.

SKOAZELLOU
Disklêriet eo ar c’hampoù e Servijoù ar C’hengred sokial ha Yaouankiz ha Sportoù. Gant se e c’hell familhoù zo kaout yalc’hadoù digant an MSA, CAF, Kenskor embregerezhioù evit arc’hantaouiñ vakañsoù stroll o bugale.
Aozerien zo a zegemer ar chekennoù vakañs : goulennit ganto.

KINNIGOU LABOUR
Ingal e vez embannet kinnigoù labour evit ar vuhezourien hag ar renerien kampoù war al lec’hienn web Labourzo.