Petra eo ar BAFD ?

Ar BAFD, Brevet d’Aptitude aux Fonctions d’Animateur (an DARE a vez graet anezhañ e brezhoneg, Diplom Aotren war ar REn), zo un diplom a aotre da labourat evel rener a youl vat (ha n’eo ket ur rener a vicher) gant bugale ha krennarded e kampoù vakañsoù ha kreizennoù dudi.

Pal ar prantadoù dudi-se eo kinnig d’ar re yaouank obererezhioù desevel a bep seurt, azas ouzh o ezhommoù. Raktres desevel an aozer ha resktres pedagogel ar skipailh pedagogel a zo linenn stur ar prantadoù-se.

Dav eo d’an danvez renerien bezañ 21 bloaz da vihanañ deiz kentañ ar frapad BAFD diazez ha bezañ tapet ganto :
- pe ar BAFA
- pe un diplom kevatal (s.o. dekred an 9 a viz C’hwevrer 2007 war an diplomoù war ar buheziñ) ha prouiñ o deus prenet skiant war ar buheziñ kerzh an 2 vloaz a-raok an enskrivadenn (28 devezh buheziñ da-geñver daou zegouezh disheñvel d’an nebeutañ, unan anezho o vezañ dre ret ur greizenn dudi pe ur c’hamp vakañs).

Ar BAFD zo anezhañ, diouzh renk :
- ur frapad diazez (9 devezh),
- ur frapad arnodiñ en ur c’hamp vakañsoù pe ur greizenn dudi (14 devezh d’an nebeutañ),
- ur frapad donaat (6 devezh),
- un eil frapad arnodiñ (14 devezh d’an nebeutañ).
4 bloaz zo, d’ar muiañ, evit kas da benn ar stummadur. Un dreist-aotre a c’hell bezañ goulennet dre skrid digant Yaouankiz ha Sportoù evit kaout un astenn ur bloavezh, gant ma zo abegoù sirius.

1/ Frapad diazez
Padelezh : 9 devezh da heul pe 10 devezh e-korf 3 miz gant un troc’h d’ar muiañ. Ma teu brav gant ar berzhidi pad ar staj e teufont da vezañ renerien stajiad ha droed o do da labourat evel rener kampoù vakañsoù pe kreizennoù dudi pad 4 bloaz, gant ar statud-se
N’hall ket bezañ ouzhpenn 18 miz etre ar frapad diazez hag ar frapad arnodiñ kentañ, nemet ma vefe roet un dreist-aotre gant Yaouankiz ha Sportoù.

2/ Frapad arnodiñ kentañ
Padelezh : 14 devezh d’an nebeutañ er c’hampoù vakañsoù (ur c’hamp pe daou d’ar muiañ), enrollet e servijoù Yaouankiz ha Sportoù, pe 14 devezh labour en ur greizenn dudi disklêriet.

3/ Frapad donaat pe barrekaat
Padelezh : 6 devezh da heul pe 6 devezh e-korf 3 miz gant un troc’h d’ar muiañ.

4/ Eil frapad arnodiñ
Memes kondisionoù evel ar frapad arnodiñ kentañ. Ne vez ket goulennet ur rentañ-kont evit ar staj-se avat.

Goude ar 4 frapad-se e rank an danvez renerien sevel bilañs o stummadur (skrid 10-15 pajennad ennañ o zalvoudegezhioù, ar pezh o deus desket a-hed o stummadur, an diaesterioù hag an diskoulmoù o deus ijinet...). Kas a reont ar bilañs-se da Yaouankiz ha Sportoù a bedo anezho d’en em ginnig dirak ur juri. Ma’z eo brav an emgav e teufont da vezañ renerien titlet e-pad 5 bloaz. Moaien vo dezho da nevesaat o diplom bep 5 bloaz en ur brouiñ e kendalc’hont da labourat evel renerien pe evel stummerien BAFA-BAFD.


Diwall
: Ar pennad L 133-6 embannet e code de l’action sociale et des familles a zisklêr roll an dud n’o deus ket droed da labourat en ur c’hamp vakañs pe ur greizenn dudi. Servijoù ar Stad a gontrol barregezh kement buhezour ha rener enskrivet e skipailh un ACM da labourat gant bugale (roll lez-varn n°2 ha fichennaoueg broadel an dagerien reizhel hag an dud feuls (FIJAIS)).

Du 2017 :

Rien pour ce mois

Here 2017 | Kerzu 2017