Ar skoazelloù arc’hant BAFA-BAFD

Bep bloaz e vez embannet gant CRIJ Bretagne roll ar skoazelloù arc’hant a c’heller kaout, hervez an departamant m’emaoc’h o chom. Gallout a rit pellgargañ ar roll nevesañ dindan.

Roet e vez ur skoaziad 100€ dre staj gant Servij Yezhoù Breizh ar Rannvro d’ar stajidi DABU pe DARE a ra o stummadur e brezhoneg ha d’ar stajidi a gemer perzh er staj BAFA donaat "La nature au gallo".