1, 2, 3 Deomp da c’hoari !

C’hoarioù roudoù, c’hoarioù a-stroll, c’hoarioù e koad, c’hoarioù kevredigezhel, c’hoarioù eus broioù estren, c’hoarioù gant an natur... Kement- se a vo kinniget dit e-pad ar c’hamp. Savet e vo ganit ur c’hoariell e koad penn da benn. Deskiñ a ri penaos ober gant ar morzhol, an heskenn, ar paper gwer, plantañ tachoù ha klinkañ da c’hoari evel ma kari.
N’eo ket tout. Mont a ri da c’hoari e-barzh an natur ha kavout a ri an hent da heul ar roudoù laosket, sevel c’hoarielloù plijus gant ur skourr hag un tamm fiselenn, c’hoari holl asambles en diavaez gant reolennoù nevez. Ha ma n’eo ket brav a-walc’h an amzer, e vo moaien da ijinañ ur c’hoari kevredigezhel evit c’hoari e-barzh an ti. Ha diouzh an noz, e-pad ar beilhadegoù, e vo pleustret c’hoarioù broioù estren. Ur sizhunvezh leun a blijadur, me lavar dit !

Jeu de piste, jeux collectifs, jeux en bois, jeux de société, jeux d’autres pays, jouets buissonniers... Nous ferons tout cela lors de ce séjour. Tout d’abord tu fabriqueras un jouet en bois en utilisant un marteau, une scie, du papier de verre et de quoi décorer ton jouet.
Mais ce n’est pas tout. 1, 2, 3 nous irons au bois... grand jeu de piste pour retrouver le bon chemin, et plein de surprises. Et si le temps n’est pas de la partie, nous pourrons construire des jeux de société au centre. Lors des veillées on jouera encore, en partant à la découverte de jeux d’autres pays. Et tout ce que tu construiras pendant le camp, tu pourras le rapporter chez toi pour en faire profiter la famille et les copains. Une semaine où l’on ne risque pas de s’ennuyer !