Stummadur "C’hoarioù paotr-saout"

Ur stummadur evit sevel prantadoù buheziñ war ar c’hoarioù paotr-saout, evit dizoleiñ un dachenn all ha pinvidikaat e zoare d’ober. Ar stummadur a servijo ivez evit buheziñ e-pad ar prantadoù TAP. Prantadoù buheziñ war an dachenn hag en diabarzh, stalioù pleustrek ha prantadoù bilañs (a-bep-eil) a vo bevet.
Evit ar wech kentañ e kinnigomp ar stummadur-mañ e brezhoneg e 2016.

Palioù
- Krouiñ ha sevel traoù gant ar pezh a vez kavet en natur.
- Implijout teknikoù-buheziñ ha binviji arbenik
- Pinvidikaat prantadoù buheziñ natur ha glad
- Eskemm skiant (anaoudegezhioù ha doareoù d’ober) etre ar berzhidi

Petra ’vo gwelet ?
- Dastum elfennoù eus an natur evit sevel c’hoarioù paotr-saout
- Doareoù sevel c’hoarioù simpl war an dachenn hag en ur sal
- Penaos azasaat ar prantadoù ouzh lieseurted an dud (surentez...)
- Liammañ ar raktres d’unan all (natur, ijin, glad, )
- Kinnig hag implij dafar ispisial : levrioù, fichennoù c’hoarioù pe buheziñ

Hentennoù bedagogel
Prantadoù buheziñ war an dachenn hag en diabarzh, stalioù pleustrek ha prantadoù bilañs (a-bep-eil).

Deiziadoù ha lec’h

  • E galleg : Meurzh 30 a viz Mae ha Meurzh 12 a viz Gwengolo 2017 e ti-feurm Forechou, er C’houerc’had / Le Vieux-Marché (22).
  • E brezhoneg : D’ar yaou 1 a viz Even ha d’ar yaou 14 a viz Gwengolo 2017. Un devezh e-pad an nevez-amzer hag an eil en diskaramzer evit profitañ eus pinvidigezh an natur a-hed ar bloaz. Gallout a raer kemer perzh en unan eus an daou zevezh-se hepken.

Evit piv ?
Tout an dud dedennet gant an tem hag a blijfe dezho buheziñ gant c’hoarioù paotr-saout : buhezourien natur, e ti an douristed, gant ar vugale, a ra war-dro c’hoariaouegoù...

Stummer
Erwan Hémeury

Prizioù
Implijidi gant ar stummadur micherel : 175 euro – dre zevezh – 350 euro evit an daou zevezh (sikourioù posubl)
Tud a-youl-vat ha tud all : prizioù azasaet da stad an dud, deuit e darempred gant ar sekretourva : ubapar@ubapar.bzh

Titouroù diwar-benn ar stummadur : pedagogiezh
Claude Colin
claude.colin@ubapar.bzh
09 71 26 85 77

Follen enskrivañ (pdf remplissable à télécharger)