El liorzh emañ an ezen

Plijout a rafe dit dont da Greiz Breizh, kollet e-kreiz an natur ? Deskiñ a ri ober gant an ezen, labourat an douar ha dastum legumaj evit debriñ anezhe kerkent, pe c’hoazh mont da bourmen e hentoù don ar vro a-benn ober anaoudegezh gant ar c’hoad hag e sekredoù... Tapout strinkadennoù e-giz an Indianed hag implijout privezioù sec’h a vo aes d’an holl ! Prientet e vo ar predoù gant produoù eus ar c’houlz-amzer, eus ar vro ha biologel. Debret e vo e-tal an tan a-raok mont da gousket e-barzh teltennoù e-kreiz an avalennegoù ha tost d’al loened.
Lochoù, nozvezhioù e-tal an tan, c’hoarioù bras... An holl c’hoantoù a vo degemeret mat er park-mañ, e kreizig-kreiz an natur. Pep hini gant e lusk, ur sizhunvezh hep redi, ar pezh a blij dit !

Se mettre au vert dans une ferme bio en Centre Bretagne, ça te dis ? Apprendre à manier les ânes, faire un peu de jardinage pour manger la récolte de la journée ou partir dans les chemins creux pour découvrir la forêt et ses mystères... Prendre des douches à l’indienne et utiliser des toilettes sèches seront un jeu d’enfant pour tous ! Préparer le repas pour tout le monde, avec des aliments de saison locaux et biologiques, et le manger au coin du feu avant de s’endormir dans des tipis au milieu des vergers et proche des animaux.
Cabanes, veillées, grands jeux... Toutes les idées sont bonnes à prendre dans ce pré en pleine nature. Une semaine au rythme de chacun, sans obligations, juste des envies !

Renseignements et inscriptions :
Koad ar Barz
22 110 MELIONEG
02 96 29 30 03
animations@leboisdubarde.fr