Klaskerien loened

Deus d’ober anaoudegezh gant loened gouez menez Are. Gallout a ri mont war roudoù Alanig al louarn pe Olier ar broc’h, pe loened diwelus evel an dourgon pe an avanked. Pa serro an noz e vo ret d’hon divskouarn bezañ lemmoc’h evit biskoazh evit klevet hopadennoù ar gaouenn, youc’hadennoù ar yourc’h pe mouezh skiltr al logodenn-dall. Mont a raimp da roeñviñ war ur c’haiak evit sourpren laboused an dour. Er poull-dour e c’hellimp pakañ ha gwelet amprevaned evit kompren gwelloc’h penaos e vevont, a-raok laoskel anezho da vont kuit !

Viens découvrir la faune sauvage au cœur des monts d’Arrée. Tu pourras pister le renard ou le blaireau, suivre les traces d’animaux plus discrets comme la loutre ou le castor. Lors d’un affût nocturne, nous surprendrons la chouette, le chevreuil et la chauve-souris. A bord d’un kayak, nous approcherons les oiseaux cachés sur des berges inaccessibles. Nous ferons connaissance avec le petit peuple de la mare et le monde fascinant des insectes. Parfois nous les capturerons pour mieux les observer avant de les relâcher.

Renseignements et inscriptions :
Ti menez Are
Garzuel
29190 Brasparzh
02 98 81 47 50
06 48 43 22 61
contact@timenezare.bzh