Yakari hag ar poneed

Un daou tri, poent eo trotiñ ! War gein da bone e paki fiziañs ennout evit mont da vale er c’hoad. Loik, monitour e kreizenn marc’hegañ Trouzilid, a sikouro ac’hanout da vont d’ar paz er manej da gentañ ha da c’haloupat e fin ar sizhun ma ’peus c’hoant. Evit ma vefes en da vleud gant da bone, e vo ret dit ober war e dro : broustañ e voue, skarzhañ e votoù, trugarekaat anezhañ ma vez graet labour vat gantañ... Ha pebezh plijadur bevañ evel indianed Amerika : sevel da wiskamant indian gant an dro-benn pluñv, mont war glask roudoù al loened gouez, kousket dindan an tipi bras, kanañ ha kontañ istorioù burzhudus tro-dro d’an tan a-raok mont da gousket. E peseurt meuriad e vi ? Ar Sioued, an Apached, an Huroned, ar C’homanched ?

Un deux trois, au trot ! Tu gagneras en confiance sur le dos de ton poney pour aller te balader dans les bois. Loïc, le moniteur du centre équestre de Trouzilit, te conseillera pour aller au pas d’abord et peut-être galoper en fin de semaine si tu as envie de sensations fortes. Mais pour que ton poney soit en pleine forme, tu devras t’occuper de lui : brosser sa crinière, aider à curer ses sabots, le caresser lorsqu’il fait du bon travail... Et quel plaisir de vivre comme les indiens d’Amérique en fabriquant ta tenue d’indien, en partant sur la piste des animaux sauvages, en dormant dans le grand tipi, en chantant et racontant des histoires merveilleuses autour du feu. Dans quelle tribu seras-tu ? Les Sioux, les Apaches, les Hurons, les Comanches ?

Renseignements et inscriptions :
AN OALED
14 Straed an Ti-kêr
29870 TREGLONOU
02 98 04 07 04
anoaled@orange.fr