Devezh gant ar re yaouank hag ar re gozh e Plouvorn

Ar gevredigezh Idlys he deus aozet d’ar 4 a viz Here un abardaez tro-dro d’al liamm etre an dud muioc’h evit 60 vloaz hag ar vugale skoliataet er skolioù divyezh. Pal an abardevezh-se a zo krouiñ un darempred etre an daou boblañs-se ha sevel ur sikour evit labour-skol en brezhoneg ar vugale gant ar re gozh. An UBAPAR en deus buhezet an devezh-se gant Maëlle Ausias hag Enora Cabon.

Ar gevredigezh Ildys a labour gant an dud gozh. Lañset he deus ur raktress, anvet "Vas-y Gwenn ha Du : Devoir de Breton" evit sikour ar vugale evit ho deverioù skol. Setu un doare efficace evit ar vugale da dañva ha da vevañ gant blaz ar yezh ! Ar sistem-se a lak war-raok barregezhioù pep hini hag a zesk d’ar re yaouank ha d’ar re gozh d’em anavezout ha d’em gompren.

D’ar Merc’her 4 a viz Here ez eus bet neuze un devezh evit krouiñ al liamm kentañ etre ar re gozh hag ar re yaouank. Ar c’hoari kentañ a oa sevel ur saos mari-gaezh ha basañ gwenn ar vioù. Da c’houde ez eus be ur c’hoari mimoù hag ur c’hoari dour. Evit echuiñ "trankilig" an devezh ez eus bet ur sonadeg deus Jakez Ar Borgn ’n eus lakaet ar vugale hag ar re gour da c’hoarzhiñ.
Ar re gozh mennet da sikour ar re yaouank a vo heuliet gant devezhioù aozet gant KLT evit kaozeal ha deskiñ doareoù da sikour ar vugale evit o deverioù. Ar raktres-se a zo oc’h em ziorroiñ e bro Karaez ha Brest.