"Bevañ, bodañ bezañ" (lugan ar Redadeg 2026)
Disadorn eo erruet an 10vet redadeg e Naoneg goude bezañ bet treuzet Breizh adalek Lannuon e-pad 8 devezh deiz ha noz war 2 226 kilometrad !
Ur sapre darvoud evit hor yezh, kaset gant 600 den a-you-vat !
Peadra da lakaat ar yezh hag ar stourm war-wel !
evel-just e oa bet prenet ur c’hilometrad gant an UBAPAR, dibabet hon oa an n° 1799 peogwir e tremene e Algam, keriadenn Michel Ruaud, prezidant an UBAPAR.







